Dis-moi comment ils parlent - Komzou tud va bro

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Golo-tal al levr.

Dis-moi comment ils parlent - Komzou tud va bro a zo ul levr divyezhek, kant triwec'h pajenn ha pevar-ugent dezhañ, bet embannet gant ar gevredigezh eus Bro-Leon Skolig-al-Louarn.

Savet gant al leanez Anna-Vari Arzur ha Marie-Françoise Kéramprant-Meyer e oa bet moulet e Sant-Tonan e miz Kerzu 1994. Ennañ e kaver daou vil kant krennlavar ha tro-lavar bet dastumet ha skeudennaouet gant bugale ha yaouankizoù eus ar Mor-Bihan, Penn-ar-Bed ha Skolig-al-Louarn.

Embannet e oa bet al levr gant skoazell Kuzul-Departamant Penn-ar-Bed ha Skol-Uhel ar Vro.

Teir lodenn a ya d'ober an oberenn-mañ ha kregiñ a ra an hini gentañ gant un digoradur ma kinnig Anna-Vari Arzur un dek krennalavar bennak, skeudennaouet gant pemp pe c'hwec'h tresadenn a-wechoù a ro da gompren o zalvoudegezh resis.

Diskouez a ra an eil lodenn daou vil krennalavar rannet etre dek pennad :

  1. Les gens : An dud
  2. Les femmmes : Ar merhed
  3. Vivre... se marier : Beva... dimezi ; ar garantez, ar vugale, ar gozni, ar c'hleñved, ...
  4. Les vertus, les défauts, la sagesse : Ar perziou-mad, ar perziou-fall, ar furnez
  5. Le travail, la terre : Al labour, an douar
  6. La nourriture, la boisson, l'argent : Debri, eva, dispign
  7. Le temps, les mois, les fêtes : An amzer, ar miziou, ar goueliou
  8. Les animaux domestiques et sauvages, les oiseaux : Al loened doñv ha gouez, al laboused
  9. La mer, les îles : Ar mor, an inizi
  10. Les pays, la religion : Ar broiou, ar relijion

An teirvet lodenn a ziskouez pemp kant tro-lavar, a-gevret gant o zroidigezh c'hallek.