Dirusekaat en Ukraina
| Dirusekaat en Ukraina | |
|---|---|
| Дерусифікація в Україні | |
| « Kyiv, n'eo ket Kiev », 2018
| |
| Lec'h | |
| Mareoù | • 1991-2014 (luskad emdarzhel) • Abaoe 2014 (luskad reizhiadel) |
| Abegoù | • Dizalc'hiezh Ukraina diouzh URSS • Brezel etre Ukraina ha Rusia |
Dirusekaat en Ukraina (ukraineg : Дерусифікація/деросіянізація в Україні, Derusyfikatsiia/derosiianizatsiia v Ukraïni) a reer eus an argerzh dilemel levezon Rusia en Ukraina a grogas kerkent ha dizalc'hiezh ar vro diouzh an Unaniezh soviedel e 1991. Kreñvaet e voe al luskad gant an diskar monumantoù da Vladimir Lenin e-pad Euromaidan e 2013-2014 ha gant ar reizhiad lemel pep roud eus ar gomunouriezh er Stad nevez. Kadarnaet e voe c'hoazh gant ar Brezel etre Ukraina ha Rusia adalek miz C'hwevrer 2014. Par d'un didrevadenniñ e hañval kement-se holl bout[1].
Anat eo an dirusekaat en Ukraina : adenvel lec'hioù a oa bet anvet en enor da bolitikerien pe arzourien rus, diverkañ kement roud eus sell Rusia war ar bed hag eus kement tra a zo liammet a-dost pe a-bell outi (delwennoù, monumantoù, panelloù, plakennoù, hag all). E miz Ebrel 2022 e oa 76% eus Ukrainiz o sevel a-du gant an dirusekaat dre adenvel stradoù ha kement raktres kar da Rusia[2].
E miz Meurzh 2023, Parlamant Ukraina (Верховна Рада України Verc'hovna Rada Ukrayiny) a zougas ul lezenn anvet « A-zivout kondaonidigezh ha berzidigezh propaganda politikerezh impalaerour Rusia en Ukraina hag a-zivout didrevadenniñ an anvioù-lec'h » hag a lakae berz war an anvioù-lec'h liammet ouzh Rusia[3].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant diskar an Unaniezh soviedel e voe loc'het un dirusekaat emdarzh, hogen en un doare didrouz rak pouezusoc'h e oa e spered Ukrainiz kas ar gomunouriezh diwar o bro. Goude deroù ar brezel e 2014 avat e voe kemmesket an daou luskad. Hogozik diverket e oa bet ar gomunouriezh e 2022 pa voe aloubet Ukraina gant Rusia ; kreñvaet neuzet e voe an dirusekaat : adanvet e voe straedoù e kêriadennoù ha kêrioù (Kyiv, Lviv, C'harkiv, Dnipro hag all), diskaret e voe monumantoù rus ha soviedel[4]. Kêr Ivano-Frankivsk (Івано-Франківськ, e kornôg ar vro) a voe ar gêr gentañ hep tamm roud eus anvioù-lec'h rusek[5].
E miz Mezheven 2022 ec'h aozas Kyiv ur guzuliadeg elektronek evit ma vefe dibabet anvioù ukrainek evit adenvel straedoù kêr a zouge anvioù rusek ; ur 6 500 000 a dud a gemeras perzh[6].
Maodiern ar Sevenadur hag an Ditouriñ a ziklêrias e c'hoarvezfe an dirusekaat « en un doare naturel »[7] hag e oa « poent da lavaret kenavo da viken da arouezioù ideologiezh an Impalaeriezh rus hag an Unaniezh soviedel »[8].
D'an 21 a viz Ebrel 2023 e voe sinet al lezenn gant ar prezidant Volodimir Zelenskiy. Dre al lezenn-se e vez berzet kement anv-lec'h a arouez pe a ganmeul Rusia hag an URSS, o monumantoù, o deiziadoù hag o darvoudoù heverk, o zud a gasas tagadennoù enep Ukraina pe enep broioù all, ha kement lezenn hag oberenn bet lakaet e pleustr gant Rusia hag an URSS, ha kement-se en tiriadoù ukrainat a zo aloubet ganto[9].
Politikerezh lakaet e pleustr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ukraineg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 17 a viz Here 2016 : dilemet e voe ar ruseg hag an anvioù kumunioù en holl aerborzhioù Ukraina. En ukraineg hag e saozneg hepken e voe kement ditour lakaet war wel koulz war ar panelloù, ar skrammoù hag er c'hemennoù dre uhelgomzer[10].
- 23 a viz Mae 2017 : Kuzul-kêr Kyiv a zougas al lezenn a redi pep bruderezh e kêr da vout en ukraineg[11].
- 05 a viz Here 2017 : Kuzul-kêr Kyiv a zougas al lezenn a-zivout an ukraineg e kêr, a ziskleir ez eo an ukraineg yezh al labour, an dielloù, kement teul a denn d'ar velestradurezh, an embregerezhioù, an aozadurioù hag an ensavadurioù meret gant kêr Gyiv. Ouzhpenn se, an ukraineg eo yezh pep kehenterezh dre vouezh, son, skeudenn, video, bruderezh ha yezh liketennoù ar prizioù er stalioù[11].
- 02 a viz Du 2017 : Kuzul Oblast Jytomir (Житомирська обласна рада, en Ukraina an Norzh) a embannas ul lezenn a-zivout dirusekaat ar servijoù er rannvro, evit « bout trec'h war heuliadoù aloubadeg Soviediz war endro ar yezh e rannvro Jytomir » ; erbedet eo an hevelep diarbennoù hag ar re a oa bet divizet e Kyiv[11].
- 12 a viz Kerzu 2017 : Kuzul-kêr Tcherkasy (Черкаси, e kreiz ar vro) a reas heñvel ; an ukraineg eo yezh rolloù-meuzioù ar pretioù[11].
- 15 a viz C'hwevrer 2018 : Kuzul-kêr Kropyvnytskyi (Кропивницький, war ar stêr Інгул / Inhul e kreiz ar vro) a reas heñvel ; implijidi pep preti ha leti a rank mont en ukraineg ouzh an arvalien, nemet e vije goulennet diganto tremen d'ur yezh all[12].
- 16 a viz C'hwevrer 2018 : Kuzul-kêr Lviv a reas heñvel, hogen aotreet eo ar saozneg e-kichen an ukraineg[13].
- 31 a viz Mae 2018 : Petro Porochenko, prezidant Ukraina, a sinas un dekred « a-zivout diarbennoù mallus evit kreñvaat statud stadel an ukraineg ha kas war-raok un egorenn sevenadurel unvan en Ukraina ». Kement-se zo gwarantet gant Bonreizh Ukraina da-geñver lakaat an ukraineg da yezh ar Stad er vuhez foran en Ukraina a-bezh, evit nerzhekaat unvaniezh ar gevredigezh hag ar Stad, gwareziñ ar yezh vroadel, an egorenn sevenadurel hag ar sevenadur broadel, ha skorañ enframmañ an egorenn sevenadurel en Europa hag ar bed [14].
- 04 a viz Here 2018 : 261 dilennad diwar 450 (58%) e Parlamant Ukraina a savas a-du gant raktres ul lezenn a lakafe an ukraineg da yezh ofisiel Stad Ukraina[15].
- 25 a viz Ebrel 2019 : asantet e voe al lezenn gant ar Parlamant, dindan an niverenn 5670-d[15].
- 15 a viz Mae 2019 : sinet e voe al lezenn niv. 5670-d gant ar prezidant Porochenko[16].
Ruseg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 28 a viz C'hwevrer 2018 : Lez Bonreizh Ukraina a zivizas e oa er-maez eus ar Vonreizh ur c'hinnig digant daou zilennad (ar c'hinnig Kolesnitchenko-Kivalov) evit ma vefe lakaet ar ruseg da yezh rannvroel en Ukraina, ar pezh en devije aotreet e implij el lezioù-barn, er skolioù hag e kement aozadur gouarnamantel a zo er rannvroioù ma'z eus ouzhpenn 10% a rusegerien[17].
- 12 a viz Ebrel 2018 : Kuzul Oblast Mykolaiv (Миколаївська обласна рада, en Ukraina ar Su) a nac'has ur c'hinnig e oa e bal terriñ statud ar ruseg evel yezh rannvroel, padal e oa bet nac'het ar statud-se gant Lez Bonreizh Ukraina[18].
- 25 a viz Ebrel 2018 : 50 dilennead diwar 53 e Kuzul-kêr Odesa a reas heñvel[19].
- 06 a viz Kerzu 2018 : Kuzul-kêr C'harkiv a nullas un disentez a lakae ar ruseg da yezh rannvroel[20].
- 06 a viz Mae 2019 : Lez velestradurel Oblast Dnipropetrovsk (Дніпропетровська область, e kreiz Ukraina) a dorras un disentez a lakae ar ruseg da yezh rannvroel[21].
- 07 a viz Mezheven 2019 : Lez velestradurel Oblast Donetsk (Донецька область, e reter Ukraina) a reas heñvel ; brudet e oa ar c'hlemmer, a veve e Lviv, evel stourmer evit gwirioù Ukrainiz en Ukraina[22].
- A-hed ar bloaz 2019 : meur a Guzul-kêr en oblastLouhansk (Луганська область, e reter Ukraina) o deus nullet ar statud a yezh rannvroel d'ar ruseg da heul ali Lez-varn ar Rannvro, n'he devoa kavet skor lezennel solius ebet da zisentez Kuzul ar Rannvro da zereiñ ar statud-se[23].
- 23 a viz Here 2020 : Lez velestradurel Oblast Zaporijjia (Запорізька область, e gevred Ukraina) a nullas ivez ar statud-se e kêr Zaporijjia[24].
- 04 a viz Kerzu 2020 : Lez velestradurel Oblast Odesa a nullas disentez Kuzul-kêr Odesa ar 25 a viz Ebrel 2018 – dilamet diouzh ar ruseg e voe e statud a yezh rannvroel neuze[25].
Anvioù-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E Kyiv
- 14 a viz Kerzu 2016 : ar C'huzul-kêr a asantas d'ur raktres a-zivout « adenvel balioù, boulouardoù, straedoù, alezioù, sklaeraat an anvioù ha distreiñ o anv istorel e kêr Gyiv ». Div straed hag un alez a voe kinniget da gentañ, ha reizhskrivadur an anvioù-tud hepken a vije kemmet[26].
- 22 a viz C'hwevrer 2018 : dirusekaet e voe 9 straed e kêr.
- 06 a viz Kerzu 2018 : 5 straed all a voe dirusekaet, en o zouez ar straed Lyev Tolstoy, a voe adanvet en enor d'ar skiantour ukrainat Volodymyr Oleksiyovytch Betz (Володи́мир Олексійович Бец, 1834-1894)[27].
- 27 a viz Meurzh 2023 : ar vali Youriy Gagarin a voe adanvet en enor d'an nijour-arnodiñ Leonid Kadenyouk (Леонід Каденюк, 1951-2018), a voe ar c'hentañ astraer ukrainat en Ukraina dizalc'h, pa nijas en egorvulzun Columbia e 1997[28].
- 18 a viz Mae 2023 : 26 lec'h all a voe adanvet gant ar C'huzul-kêr, ehanoù metro en o mesk ; da 314 e savas an niver a lec'hioù dirusekaet eta[29].
- Er peurrest eus Ukraina
- 14 a viz C'hwevrer 2016 : Parlamant Ukraina a loc'has ur politikerezh dirusekaat ha digomunouraat anvet "A-zivout adenvel lod kêriadennoù ha raion-où" a oa bet anvet en enor da dud a Stad rus[30].
- 01 a viz Gouhere 2017 : Kuzul-kêr Tchernivtsi a gemmas anv ar straed C'hoarioù Olimpek Moskov (Вулицю Московської Олімпіади) e Sitchovyc'h Strillstsiv (Січових стрільців) en enor da unan eus unvezioù kentañ Lu Republik Poblek Ukraina (Армія Української Народної Республіки, 1917-1921)[31].
- 14 a viz Kerzu 2017 : Kuzul Oblast Kyiv a savas a-du evit adenvel kêr Bereyaslava-C'hhmelnytskoho (Переяслава-Хмельницького, e kreiz ar vro) e Pereyaslav (Переяслав), hec'h anv ukrainek istorel, diwar c'houlenn ar gêr-se[32].
- 30 a viz Here 2019 : adanvet e voe Pereyaslava-C'hhmelnytskoho[33].
- 09 a viz Here 2020 : Ministred Ukraina a zegemeras ar mennad « A-zivout adenvel lod tiriadoù ha traezoù eus Glad ar Mirva Naturel »[34].
- 13 a viz Ebrel 2022 : 37 straed liammet ouzh Rusia a voe adanvet e kêr Ivano-Frankvisk (Івано-Франківськ, e kornôg ar vro)[35].
- Miz Here 2022 : Kuzul-kêr Krasnohrad (Красноград, e reter ar vro) a adanvas ar straedoù Youri Gagarin hag Aleksandr Pouchkin[36].
- 21 a viz Meurzh 2023 : Parlamant Ukraina a lakaas berz war an anvioù-lec'h a denn d'an Impalaeriezh rus ha da URSS, a zo lakaet da Stadoù alouber[37] ; d'an 22 a viz Ebrel e voe sinet al lezenn gant ar prezident Zelenskiy[38].
- Miz Mae 2023 : Kuzul-kêr Poltava (Полтава, e kreiz ar vro) a gemmas anv ur straed a oa en enor d'ar jeneral soviedel Nikolai Nikitchenko (1901-1975) evit enoriñ Djoc'har Doudaev (1944-1996), ur politiker tchetchen hag a oa bet e penn al luskad evit dizalc'hiezh Tchetchenya diouzh URSS[39].
- 26 a viz Ebrel 2024 : Kuzul-kêr C'harkiv a adanvas 367 straed ha daou ehan er metro[40].
- 26 a viz Gouhere 2024 : Kuzul-rannvro C'harkiv a adanvas 48 straed ha tri ehan er metro[41].
- 19 a viz Gwengolo 2024 : Parlamant Ukraina e asantas da adanvadur 237 lec'h annezet ha 4 raion, dek kêr en o zouez[42].
- 09 a viz Here 2024 : Parlamant Ukraina a adanvas kêr Youjnoukrainsk (Южноукраїнськ "Su ukrainian") e Pivdennoukrainsk (Південноукраїнськ, heñvelster) ha kêr Youjne (Южне, "eus ar Su", en Oblast Odesa) e Pivdenne (Південне, heñvelster)([43].
Monumantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 21 a viz Ebrel 2022 : ur monumant en enor da Zoya Kosmodemanskaya (ruseg :Зо́я Анато́льевна Космодемья́нская, 1925-1941), ur Rusez hag a stourmas ouzh an Trede Reich, a voe distrujet e Tchernihiv ; d'an 30 e voe diskaret an hini da Aleksandr Pouchkin[44].
- 26 a viz Ebrel 2022 : e Kyiv e voe diskaret un delwenn arem anvet Bolz Mignoniezh ar Pobloù (Арка дружби народів) hag a ziskoueze ul labourer ukrainat hag unan rus. Savet e oa bet e 1980, e-kerzh gouelioù 1 500vet deiz-ha-bloaz diazezadur Kyiv, evit lidañ 60vet deiz-ha-bloaz krouidigezh URSS hag "adunvaniezh Ukraina ha Rusia e 1654" ; arouezius e voe penn ar Rus o kouezhañ kerkent ha deroù an abadenn[45].
- 01-06 a viz Eost 2023 : arouez soviedel Ar Morzhol hag ar Falz a voe tennet diouzh delwenn Ar Vammvro (ruseg : Родина-мать) e Kyiv ; skoed Ukraina a voe lakaet en e lec'h, hag adanvet an delwenn en ukraineg : Батьківщина-Мати[46].
Kreizennoù sevenadurel rusek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 25 a viz Here 2016 : Kuzul-rannvro Lviv a zivizas skarzhañ ar Greizenn Sevenadurel rus diouzh kêr ha feurmiñ al lec'h da strolladoù a bled gant obererezhioù Lu Ukraina er Reter a-enep disrannourien a sav a-du gant Rusia[47].
- 15 a viz Du 2017 : abalamour da vouslavaroù a-zivout klozadur ha gwerzh Kreizenn Sevenadurl Vroadel Ukraina e Moskov, dilennidi e Parlamant Ukraina a c'houlennas ma vefe klozet ivez an holl greizennoù sevenadurel rus er vro, war zigarez ma vezent ur pallenn da obererezhioù gant servijoù kuzh Rusia[48].
Diarbennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 16 a viz Mezheven 2022 : a-c'houde aloubadeg Ukraina gant Rusia, ur strollad e Maodiernezh an Deskadurezh hag ar Skiantoù a zivizas dilemel tremen 40 oberenn gant skrivagnerien rus ha soviedat diouzh al levrioù evit ar skolioù[49].
- 07 a viz C'hwevrer 2023 : 19 milion a levrioù, e ruseg an darn vuiañ anezho, a voe dilamet a-ziwar stalennoù levraouegoù foran Ukraina[50].
- 03 a viz Mae 2023 : Parlamant Ukraina a savas a-du gant ul lezenn lesanvet "enep-Pouchkin" a-zivout « gwareziñ hêrezh sevenadurel Ukraina », ar pezh a aotreas ma vefe lamet monumantoù sevenadurel soviedel hag impalaerel diouzh marilhoù ar Stad[51].
- 02 a viz Gwengolo 2024 : Bank Broadel Ukraina (Національний банк України) a roas lañs da gemmadur anv ar c'hopek (Копійка, 1/100 en e anv istorel, chah (шаг)[52].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Onychtchenko, Viktoria. Ready, set go decolonization ! How new law changes public spaces of Ukraine''. Transparency International, 27/06/2023. Kavet : 06Ebr 26..
- ↑ (uk) Nikopol City, 11/04/2022. Kavet : 06Ebr 26..
- ↑ (uk) Lezenn niv. 3097-IX an 03/05/2023. Kavet : 05 Ebr 26..
- ↑ (uk) Тарас Радь / Taras Rad. Дерусифікація свідомості або українська нарація міського простору (Dirusekaat an emskiant pe danevell ukrainek al lec'hioù kêrel). Iсторична правда / Istorytchna Pravda, 21/04/2022. Kavet : 06 Ebr 2026..
- ↑ (uk) Без маршала Жукова та Московських вулиць. В Україні розпочалася нова хвиля декомунізації та дерусифікації (Hep ar straedoù Marchal Zoukov ha Moskov. Ul luskad nevez a digomunouraat ha dirusekaat zo krog en Ukraina). New Voice, 22/04/2022. Kavet : 06 Ebr 2026..
- ↑ (uk) Київська міська рада / Kuzul-kêr Kyiv, 21/06/2022. Kavet : 06Ebr 26..
- ↑ (uk) Укрінформ / Ukrinform, 21/04/2022. Kavet : 06Ebr 26..
- ↑ (uk) Час прощатися (Poent eo lavaret kenavo). New Voice, 26/12/2022. Kavet : 06Ebr 26..
- ↑ (en) Zelenskyy signs law banning place names associated with Russia. Ukrainska Pravda, 22/04/2023. Kavet : 06 Ebr 2026..
- ↑ (uk) Аеропорти України дерусифікують (Emeur o tirusekaat an aerborzhioù ukrainat). Kavet : 06 Ebr 2026.
- 1 2 3 4 (uk) (en) Портал мовної політики / Porched politikerezh ar yezh. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) (en) Портал мовної політики / Porched politikerezh ar yezh. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) (en) Портал мовної політики / Porched politikerezh ar yezh. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Президент України Петро Порошенко / Prezidant Ukraina Petro Porochenko, 31/05/2018. Kavet : 06 Ebr 2026.
- 1 2 (uk) Портал мовної політики / Porched politikerezh ar yezh. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Порошенко підписав закон про мову (Porochenko en deus sinet al lezenn a-zivout ar yezh). Новинарня / Novynarnya, 15/05/2019. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (en) Andrews, Ernest (rener). Language Planning in the Post-Communist Era – The Struggles for Language Control in the New Order in Eastern Europe, Eurasia and China. Basingstoke : Palgrave Macmillan, 2018, p. 179 (ISBN 978-3-319-70925-3)
- ↑ (uk) Миколаївська облрада не змогла забрати у російської мови статус регіональної (N'eo ket deuet Kuzul-rannvro Mykolaiv a-benn da lemel digant ar ruseg e statud a yezh rannvroel). Портал мовної політики / Porched politikerezh ar yezh. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) "українізація" Одеської міськради провалилася (Kazeg en deus graet "ukrainekaat" Kuzul-kêr Odesa). Укрінформ / Ukrinform, 25/04/2018. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) У Харківській області з російської мови зняли статус регіональної (E rannvro C'harkiv ez eo bet dilamet diouzh ar ruseg e statud a yezh rannvroel). кореспондент, 13/12/2018. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Львів’янин у суді домігся скасування регіональної мови в Дніпрі (Un annezad e Lviv en deus gounezet dirak al lezioù-barn ma vefe torret ar yezh rannvroel e Dnipropetrovsk). Львівський портал/ Porched Lviv, 13/12/2018. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Львів’янин у суді домігся скасування регіональної мови в Донецькій області (Un annezad e Lviv en deus gounezet dirak al lezioù-barn ma vefe torret ar yezh rannvroel e Donetsk). Львівський портал/ Porched Lviv, 07/06/2019. Kavet : 06 Ebr 2026..
- ↑ (uk) Радіо Свобода Radio Svoboda / Radio Frankiz, 31/05/2021. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Укрінформ / Ukrinform, 16/11/2020. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Радіо Свобода Radio Svoboda / Radio Frankiz, 05/12/2020. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) У Києві дерусифікують дві вулиці і один провулок (Div straed hag un alez zo war zirusekaat e Kyiv). ZN,UA Дзеркало тижня / ZN,UA Melezour ar sizhun, 14/12/2016. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Київська міська рада / Kuzul-kêr Kyiv, 06/12/2018. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) У Києві з'явився проспект Каденюка / Ar vali Kadenyouk a zeu war wel e Kyiv. СУСПІЛЬНЕ / Suspilne, 27/03/2023. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Історична правда / Ar Wirionez Istorel, 18/05/2023. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Parlamant Ukraina, 04/02/2016. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) ACC Медіа агентств / ACC Media agency, 01/07/2017. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Лівий берег / Left Bank (LB), 14/12/2017. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Український інститут національної пам'яті / Ensavadur Ukrainat an Eñvor Broadel, 30/10/2019. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Уряд «декомунізував» низку територій і об'єктів природно-заповідного фонду (Ar gouarnamant en deus "digomunouraet" lod tiriadoù ha traezoù eus Glad ar Mirva Naturel). Ukrinform, 10/10/2020. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Побудовано в Івано-Франківську / Pobudovano e Ivano-Frankivsk, 13/04/2022. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Status Quo, 19/10/2022. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) LB, 21/03/2023. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (en) Ukrainska Pravda, 22/04/2023. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) історична правда / Istorytchna Pravda, 15/02/2024. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Думка / Doumka, 26/04/2024. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Kuzul-kêr C'harkiv, 26/07/2024. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Parlamant Ukraina, 19/09/2024. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Parlamant Ukraina, 09/10/2024. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) СУСПІЛЬНЕ / Suspilne, 21/04/2022. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) New Voice, 26/04/2022. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (en) The Kyiv Independent, 30/06/2023. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (en) Controversy surrounds Russian cultural center @ Deutsche Welle, 27/10/2016. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Петр и Мазепа / Peter ha Mazepa, 15/11/2017. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) New Voice, 17/06/2022. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (en) Ukraine withdraws 19 million Russian, Soviet-era books from libraries @ Reuters, 07/02/2023. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Верховна Рада прийняла закон "Антипушкін" (Darbennet al lezenn "enep-Pouchkin" gant ar Parlamant) @ Iсторична правда / Istorytchna Pravda, 03/05/2023. Kavet : 06 Ebr 2026.
- ↑ (uk) Forbes, 02/09/2024. Kavet : 06 Ebr 2026.

