Dire Straits
Neuz

Dire Straits a oa ur strollad rock saoz savet e 1977 e Londrez gant Mark Knopfler (gitarour ha kaner), e vreur David Knopfler (gitar lusk), John Illsley (gitar-boud) ha Pick Withers (taboulinoù). E barr e vrud e voe ar strollad er bloavezhioù 1980, ha gwerzhet en deus ouzhpenn 140 milion a albomoù er bed a-bezh dibaoe[1].
Sultans of Swing, Brothers in Arms, Money for Nothing, Lady Writer pe Romeo and Juliet zo e-mesk o c'hanaouennoù brudetañ.
Pladennoù studio
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dire Straits (1978)
- Communiqué (1979)
- Making Movies (1980)
- Love over Gold (1982)
- Brothers in Arms (1985)
- On Every Street (1991)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Dire Straits war Royalty Exchange (lennet d'ar 07/03/2025)