Difenn Sevastopol (film, 1911)
Neuz
Difenn Sevastopol (e rusianeg Оборона Севастополя, pe Воскресший Севастополь) eo ar film faltazi hir kentañ sevenet en Impalaeriezh rusian, e 1911. Skrivet ha sevenet e oa bet gant Vasilii Goncharov hag Aleksandr Khanzhonkov. Ar wech kentañ eo en Istor ma voe implijet daou gamera evit ur film ; ar ech kentañ ivez ma voe implijet evel kuzulierien kadourien gozh o doa kemeret perzh e emgannoù evit gwir. Diskouezet e voe ar film evit ar wech kentañ dirak an tsar Nikolaz II[1].
Kontañ a ra darvoudoù c'hoarvezet da vare brezel Krimea (1853-1856).
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) La défense de Sébastopol, IMDB (lennet d'ar 14/05/2025)