Dienn (korf)

Dienn pe koaven (pe koavon) a zo un angevezh apotikel ha gwezeladel evit bezañ lakaet war ar c'hroc'hen peurliesañ. Ouzhpenn ar c'hroc'hen ez eus diennoù evit bezañ laket war an divweuz, er fri, el lagad (dienn oftalmek), er skouarn (dienn skouarnel), er glaourgennoù (forzh, fraezh...). An diennoù evit ar c'hroc'hen a vez implijet evit prederiañ ouzh ur groc'hennad (anvet "dermatoz" ivez), evit naetaat ar c'hroc'hen, pe evit gwareziñ ar c'hroc'hen ouzh an heol (an dienn heol), ar yenijenn hag all.
Dienn zo ul livrizenn damsolut gant dour hag eoul. An div aozenn bennañ all eo livrizhuzenn ha danvez-tevaat.[1] An diennoù a c'hall bezañ lipofilek ("water-in-oil" pe W/O) pe hidrofilek ("oil-in-water" pe O/W).
An dienn a zo unan eus ar stummoù louzoù topek a vez implijet er vezegiezh. Ar rel all a zo :
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Preparation of Cold Cream, 10 a viz Even 2011.