Mont d’an endalc’had

Dielldi-departamant Penn ar Bed

Eus Wikipedia
dielloù-departamant Penn-ar-Bed
dielloù-departamant
Merour/renerBruno Corre Kemmañ
BroFrañs Kemmañ
E tiriadKemper Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°0′54″N 4°5′18″W Kemmañ
A dalv evit tiriadPenn-ar-Bed Kemmañ
Chomlec'h5 allée Henri Bourde de la Rogerie,29000, Quimper Kemmañ
Niverenn bellgomz+33-2-98-95-91-91, +33-2.98.95.91.91 Kemmañ
Postelmailto:archives.departementales@finistere.fr Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://archives.finistere.fr Kemmañ
Terms of service URLhttps://archives.finistere.fr/r%c3%a9utilisation-des-archives-0 Kemmañ
Map

Dielloù-departamant Penn-ar-Bed zo ur servij eus Kuzul-departamant Penn-ar-Bed. Emañ ar greizenn bennañ e Kemper, hag ur skourr a oa bet staliet e Brest, met serret eo abaoe miz Kerzu 2024. P’eo an departamant unan eus ar re stank a-walc’h o foblañs e oa bet ret sevel, e 1990, ur savadur bras e vent hag hir e estajerennoù.

Dielloù-departamant Penn-ar-Bed, evel re departamantoù all Bro-C'hall, a oa bet krouet gant lezenn ar 5 a viz ar Vrumenn ar Bloaz V (26 a viz Here 1796). Gant al lezenn-se e oa gourc'hemennet kas, da gêr-benn an departamant, an dielloù a oa bet dastumet a-raok e kêrioù-penn an distrigoù da vare an Dispac’h gall, pa voe freuzet ar strollegezhioù publik-se diwar lezenn ar 5 a viz ar Frouezh ar Bloaz III (22 a viz Eost 1795).

Goude bezañ bet staliet e eil estaj palez ar justis Kemper e kavjont ul lec’h emsavoc’h pa voe savet e 1882 ur savadur arbennik e liorzh ar palez-se[1]. Re strizh e teuas da vezañ al lec’h-se, ken e tivizas ar gouarnament sevel ur adeilad bras-tre evit bastañ da ezhommoù mirout dielloù ar velestradurezh war gresk. Etretant e oa bet votet al lezenn digreizennañ e 1981 hag e 1990 ar savadur nevez ha darn eus e goskor a yeas dindan aotrouniezh Departamant Penn ar Bed e Kreizenn velestradurel Kemper.
. Pa vez pal pennañ an dielldioù mirout teulioù savet war baper e vir Dielldi-departement Kemper traoù all, evel enrolladennoù kleved ha gweled. Ul levraoueg diabarzh, miliadoù a levrioù enni, a zo ennañ hag e vez miret miliadoù a gartennoù-post skeudennet ivez. E 2013 e oa bet dizoloet saotradur war un drederenn eus an dielloù gant al louedenn Aspergillus glaucus. Kavet e oa bet ne oa ket difennet mat ar savadur ouzh ar glav ken ne oa ket sec’h a-walc'h an aergelc’h.[2]. Echuet e oa bet an digontammadur e 2017 goude bezañ staliet ur gwenterezh nevez.

Kefridioù Dielldi-departamant Penn-ar-Bed a denn da gontrolliñ, dastum, renkañ, mirout, kelaouiñ ha brudañ an dielloù istorel. Dre al lezenn e vez kaset dielloù melestradurel savet gant pep servij publik eus pep melestradurezh-Stad pe strollegezh Dre emglev e c’hell an Dielldi degemer dielloù prevez, re an embregerezhioù hag an hiniennoù. Ne vez ket amprestet an teulioù gant al lennerien a c’hell dont d’ar sal-lenn pe brassellout ouzh ul lodenn, bihan-tre, eus an dastumad enlinenn. P’eo marihoù ar boblañs (marilhoù-kêr ar ganedigezhioù, an dimezioù hag ar marvioù) eo bet niverelaet an holl anezho gant un dale bihan da geñver an Departamantoù all.

E 2023 e veze renket an dielloù a-hed ouzhpenn 29 c'hilometr linennek a deulioù.[3].

Miret eo ul lodenn eus an dastumad e skourr Brest[4] , met n’eo ket mui posubl d’al lennerien mont tre ar savadur :

  • isrummad 1 E : Tiegezhioù (titloù gladdalc’hel ha paperioù familh, Renad kozh), met posubl eo goulenn ma vefent kaset da sal-lenn Kemper.
  • isrummad 151 J : Dielloù Kastell Kerouzere
  • rummad Y : Tiez-kastiz (dielloù a-vremañ)
  • rummad E : Fiziadoù
  • Ul lodenn eus ar rummad W

Dielloù enlinenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre e lec’hienn Internet ec’h embann Dielldi-departamant Penn ar Bed, abaoe 2012, teulioù niverelaet, pajennoù an holl varilhoù-poblañs en o zouez, ha renabloù dalc’had da vezañ brassellet hep enskrivadur.

Dielloù enlinenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Kerzu 2023 e oa bet embannet gant ar C’huzul-departamant e oa bet lakaet enlinenn an holl varilhoù-kêr bet niverelaet (betek 1936) [11]
Dindan lañvaz Licence ouverte (LO) savet gant an Etalab (ur servij eus ar gouarnament gall) en deus lakaet dielloù m’emañ an atebegezh outañ Kuzul-departamant Penn ar Bed, ken eo posubl eilañ hag implijañ anezho gant ma vo resisaet gant an adimplijer orin ha mammenn an teul, en ur venegiñ "Archives départementales du Finistère" hag ar merk renkañ.

Dielloù brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P'eo Departamant Penn ar Bed un tiriad ma voe komzet ha skrivet e brezhoneg a-gozh ez eus bet dastumet kalz a deulioù er yezh-se. Foñsoù arbennik (paperoù ha levraouegoù personel) un nebeud gouizeien a zo miret : Teodor Kervarker, Gaston Esnaut, Daniel Bernard.
Ur rummad, 166 teul ennañ, a zo bet strollet dindan an titl « Documents concernants la langue bretonne » ha lakaet enlinenn.

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jacques Charpy, ‘’Guide des Archives du Finistère », Kemper, 1973.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Histoire de Quimper, Privat, 1993, p. 260.
  2. https://www.ouest-france.fr/bretagne/quimper-29000/quimper-les-archives-du-finistere-sont-contaminees-397814 Les archives du Finistère sont… contaminées, 24 a viz Mezheven 2013; Brassellet d’ar 26 a viz Mezheven 2025.
  3. Archives de France, Activité des services, (gwelet d'an 23 a viz Genver 2015).
  4. Dielloù-departamant Penn-ar-Bed, ha darempredoù, (gwelet e 1 Genver 2014)
  5. National Almanac, 1848-1850 (brassellet 9 Meurzh 2016)
  6. National Almanac, 1876 (gwelet Meurzh 2016)
  7. Levraoueg an deskarded, levrenn 1959 108, pp. 192-193, (gwelet d'an 2 a viz Genver 2015).
  8. Levraoueg Vroadel Frañs, BNF Resources, (gwelet 2 a viz Genver, 2015).
  9. Bibliothèque de l'École des Chartes. 1973, levrenn 131. pp. 702-704, (brassellet d'an 2 a viz Genver 2015).
  10. Des archives kanakes au Finistère. Brassellet d’an 31 a viz Kerzu 2017.
  11. Pierre-Valéry Archassal, « Tous les registres paroissiaux et d’état-civil du Finistère sont désormais en ligne », La Revue française de Généalogie, 8-12-202. Gwelet d’an 19 a viz Meurzh 2024.