Mont d’an endalc’had

Diego Alatriste

Eus Wikipedia
Kabiten Alatriste
den faltazius, tudenn lennegel, tudenn ur film, tudenn heuliad skinwel
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHabsburg Spain Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denDiego Alatriste Kemmañ
Anv-bihanDiego Kemmañ
Anv-familhAlatriste Kemmañ
Deiziad ar marv19 Mae 1643 Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
Michersoudard Kemmañ
Lec'h annezMadrid Kemmañ
Krouet gantArturo Pérez-Reverte Kemmañ
Dezerc’herViggo Mortensen, Aitor Luna Kemmañ
Bro orinHabsburg Spain Kemmañ
Present in workCaptain Alatriste Kemmañ
Character typeswashbuckler Kemmañ
Arkebuter eus ar XVIIvet kantved
Banniel Tercio Ambrosio Spinola war-dro 1621

Ar c'habiten Alatriste, pe Diego Alatriste y Tenorio hervez e anv gwir, zo ur soudard spagnol faltazi eus ar XVIIvet kantved, haroz e romantoù ar skrivagner spagnolek Arturo Pérez-Reverte. Evel Alexandre Dumas gant d'Artagnan en deus kemeret ar romantour un ofiser evit ober anezhañ un haroz romantel. Hervez a lenner el levrioù e vije ganet e León war-dro 1582 ha marvet en emgann Rocroi e 1643, en ur stourm ouzh an arme c'hall.

Troet eo bet al levrioù e meur a yezh.

Da 13 vloaz e oa aet da dabouliner gant an arme spagnol goude kuzhat e oad. Kaset e oa bet gant e rejimant, Tercio Viejo Cartagena, da Flandrez. En arme e teuas da vout kabiten. Met e Madrid hag e Spagn e c'hoarvezas an darvoudoù kontet el levrioù. Karantez, spierezh, emgannoù, tud vrudet ar mare, ha gwerzennoù barzhed diouzh ar c'hiz a gaver ivez.

Ur soudard lemm e deod hag e gleze eo ar c'habiten, prest d'en em gannañ atav. Stourm a rank meur a wech ouzh an Inkizision. Mignon eo d'ar skrivagner Quevedo, ha sot eo gant c'hoariva Lope de Vega.

Ur film zo bet savet diwar ar romantoù kentañ gant Agustín Díaz Yanes e 2006.

Ar c'habiten Alatriste eo haroz eizh romant bet embannet en ur rummad anvet Las aventuras del capitán Alatriste ("Troioù-kaer ar c'habiten Alatriste") :

  • El capitán Alatriste (1996).
  • Limpieza de sangre (1997).
  • El sol de Breda (1998).
  • El oro del rey (2000).
  • El caballero del jubón amarillo (2003).
  • Corsarios de Levante (2006).
  • El puente de los asesinos (2011).
  • Misión en París (2025).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]