Didone abbandonata (Metastasio)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Didone abbandonata‎ zo ivez.
Didone abbandonata (1630-1635)
gant Andrea Sacchi (Mirdi Caen).

Didone abbandonata zo ul libretto c'hoarigan italianek, savet en 1724 gant ar barzh Pietro Metastasio (1698-1782), evit ar sonaozour Domenico Sarro, diwar-benn mojenn Didon (Didone en italianeg), rouanez Kartada ha c'hoar Pumayyaton, roue Tir.

Kentañ ma voe c'hoariet a oa en Teatro San Bartolomeo, e Napoli, d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1724[1].
Marianna Benti Bulgarelli (1684-1734), lesanvet La Romanina, a gane perzh Didone.

C'hoariet e voe doare Giuseppe Scolari en Teatre de la Santa Creu (Barcelona) ivez d'an 30 a viz Mae 1752[2].

Ar c'hoarigan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arvest I, senenn V.

E Kartada, emañ an haroz Aineias o vont da gimiadiñ diouzh ar rouanez Didon.

Planedenn an oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad kant vloaz e voe implijet e skrid da sevel c'hoariganoù all gant sonaozourien a bep seurt, en o zouez Nicola Porpora (1725), Leonardo Vinci (1726), Baldassare Galuppi (1740), Johann Adolph Hasse (1742), Niccolò Jommelli (1747), Tommaso Traetta (1757), Giuseppe Sarti (1762), Niccolò Piccinni (1770), Saverio Mercadante (1823).

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]