Mont d’an endalc’had

Dick Cheney

Eus Wikipedia
Poltred ofisiel Dick Cheney e 2003.

Richard Bruce Cheney, anvet peurliesañ Dick Cheney, bet ganet d'an 30 a viz Genver 1941 e Lincoln (Nebraska) ha marvet d'an 3 a viz Du 2025[1], a oa ur politikour stadunanat, ezel eus ar Strollad Republikan.

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sekretour Departamant an Difenn e voe etre 1989 ha 1993 da vare George H. W. Bush, ha Besprezidant ar Stadoù-Unanet etre 2001 ha 2009, e-pad resped George W. Bush. Ijinañ ha sterniañ a reas ar War on Terror ("Brezel d'ar Spont") lakaet e plas goude gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001. Souten a reas aloubadeg Irak adalek 2003 hag implij ar jahinerezh a-enep da enebourien ar Stadoù-Unanet. E dibenn e vuhez e voe lakaet a-gostez eus e strollad politikel, pa wele Donald Trump evel un dañjer evit e vro[2].

  1. (en) Former Vice President Dick Cheney dies at 84, NBC News, 04/11/2025
  2. (en) COLLINSON Stephen, STRACQUALURSI Veronica, Dick Cheney, influential Republican vice president to George W. Bush, dies, CNN, 04/11/2025