Yuzevegezh adreizhet

Eus Wikipedia
Diabarzh sinagogenn Emanu-El e kêr New York, ar sinagogenn frankizour brasañ er bed

Ar Yuzevegezh adreizhet (pe reformet) anavezet ivez dindan an anvioù Yuzevegezh frankizour pe Yuzevegezh araogour zo ul luskad relijiel yuzev. Lakaat a ra pouez war natur kemmus ar feiz, penaos emañ an tu etik dreist an tu lidek ha penaos eo krediñ un diskuliadenn a-hed buhez an nen, e-liamm kreñv ouzh e spered hag e boell ha n'eo ket kreizennet ouzh diskuliadenn Menez Sinai. N'eus ket pouez kement-se war al lid ha n'eo ret heuliañ an halakha hervezo dre m'eo emren an hinienn en o luskad. Digor bras eo ouzh ar bed ha degemer a ra soñjoù ha levezonoù nevez.

Emañ orin al luskad adreizhañ en Alamagn en XIXvet kantved, gant pennaennoù savet gant ar rabin Abraham Geiger hag e geneiled. Abaoe ar bloavezhioù 1970 e oa bet divizet gant al luskad bezañ an degemerusañ posupl e-lec'h mont war-zu ur c'hlask bezañ splann-naet war an doueelezh. Ul liamm kreñv zo ouzh ar politikerezhioù araogour a-fet kevredigezh (benelouriezh, heñvelrevidi, eneb-gouennelouriezh...) dindan ar ger-stur Tukkun Olam (Dresañ ar bed). Emañ al luskad en e greñvañ en Amerika an Norzh.