Yezh enteuzel

Eus Wikipedia
Renkadur morfologel

Un seurt yezh sintezel eo ur yezh enteuzel (saozneg : fusional language). Disheñvel eo ar seurt yezhoù-se diouzh ar re zaspegel dre ma vez unanet meur a vorfem betek ma vez diaezet dielfennañ pep morfem unan-hag-unan, evel da skouer en alamaneg pe e latin :

(de) der Mann "an den" : ar ger-mell strizh der a verk war un dro ar reizh (gourel), ar c'has (nominativel) hag an niver (unander)
(la) amo "karout a ran" : al lost-ger -o a verk war un dro an doare (mod), an tu-gra, kentañ gour unander, an amzer vremañ

An darn vrasañ eus ar yezhoù komzet en Europa a zo yezhoù enteuzel anezhe mui pe vui.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]