Yeun ar Gow

Eus Wikipedia
Yeun ar Gow
Yeun ar Gow
Anv ofisiel Yves Le Goff
Anv pluenn Yeun ar Gow
Yeun Vriant
Yann Vriant
Obererezh Romantour, daneveller
Ganedigezh d'ar 7 a viz Here 1897
e Pleiben
Marv d'an 22 a viz C'hwevrer 1966
e Gouezeg
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
E Skeud Tour Bras Sant Jermen
Ar Person touer, Ar Gêr Villiget, Enez an Teñzor
Kontadennoù Kernev

Yeun ar Gow, Yves Le Goff (1897-1966) en ti-kêr, a zo ur skrivagner brezhonek lakaet da vezañ unan eus ar re wellañ a zo bet en XXvet kantved. Noter e oa e Gouezeg.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo d'ar 7 a viz Here 1897 e Pleiben ha marvet d'an 22 a viz C'hwevrer 1966 e Gouezeg abalamour d'an diabet (kleñved ar sukr). Ouzhpenn da se e oa peuzdall abaoe un nebeud bloavezhioù. Mab e oa da Yeun ar Gow ha da Varijanig Gwilhoù, o-daou genidik eus Pleiben (Penn-ar-Bed). E-pad e vugaleaj, pa oa pemp pe c'hwec'h vloaz, e reutaas e c'har da heul ur gwallzarvoud hag e voe rediet da chom gourvezet e-pad ur maread hir a-walc'h. E-plas mont da c'hoari mell-droad e chome da lenn levrioù er gêr. A-drugarez da se, en ur mod, eo deuet da vezañ gouiziek-tre. Ur beleg eus Pleiben a zesachas evezh Yeun ar Gow war ar brezhoneg ha traoù ar vro.

E desteni-studi gantañ, e chomas er gêr da skoazellañ e vamm intañvez abaoe 1907 pa varvas e dad. Ur pennadig amzer war-lerc'h, e reas labourioù bihan er vro a-raok mont da gomis e ti noter ar vourc'h. Damc'houde, ez eas da gKastellin da labourat evit an Ao. Gwiader-Després. E-pad ar Brezel bras e talc'has hemañ ar stal e-unan. An arnodennoù-Stad en e c'hodell, e kavas labour un tamm e pep lec'h dre ar vro (Pleiben(29), Pontrev(22), Pondi(56)) kent tapout ur plas a eil-noter e Ploudiern. Pa oa eno eo e voe kinniget dezhañ studi an Ao. Danieloù e Gouezeg. Anvet e voe da noter (Officier ministériel) gant ar Republik c'hall d'an 29 a viz Eost 1927.

E-doug ar bloaz-se ivez, e timezas gant ur plac'h eus Gouezeg anvet Anna Bozeg a varvas un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. Amzer o doa bet memestra da gaout tri bugel. E vab Mikael a zo bet noter e Gouezeg ivez.

E vuhez-pad e klaskas gant daou vignon, Remont ar Porzh ha Frañsez Kervella, difenn ar yezh en ur embann levrioù e brezhoneg penn-da-benn. Kensevel a rejont ur gevredigezh : «Breuriez ar brezoneg er skolioù», a c'houlenne gant ar skolaerien kelenn e brezhoneg. E-pad an dalc'hidigezh alaman ne ehanas ket da embann skridoù e meur a gelaouenn: Arvor, Gwalarn, Sav. Goude ar brezel, e voe kaset da doull-bac'h Sant Charlez e Kemper abalamour d'e vennozhioù broadelour.

Savet eo bet e brezhoneg penn-da-benn, bevet en deus en un endro brezhonek hepken ha labouret en deus, ar pep brasañ eus e amzer, e yezh ar vro (er mare-se e ranke an holl notered staliet war ar maez e Breizh-Izel bezañ akuit war ar brezhoneg). Brezhoneger war ar pemdez e oa, gant e familh koulz ha gant e bratikoù.

Ar skrivagner hag e vennozhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un deskadurezh kristen-tre en doa bet er gêr, ha santet e vez kement-se en e skridoù. Pouezus-kenañ e oa ar relijion evitañ. A-benn ar fin, e c'hellomp degemer e skridoù evel skouerioù talvoudus eus ur gevredigezh.

Broadelour e oa ha c'hoant en doa da welout e vro dizalc'h diouzh Bro-C'hall. Labouret en deus gant fealded evit Ministère de la Justice ar Republik C'hall e Breizh. Embann a rae e vennozhioù hep aon ebet, rak c'hoant en doa o defe ar skrivagnerien ar gwir da skrivañ ar pezh o doa c'hoant e brezhoneg hep bevañ gant an aon da vezañ harluet, toullbac'het pe c'hoazh drouklazhet.

C'hoant en deus bet Yeun ar Gow da skrivañ evit kaerded ar yezh. Klasket en deus a-hed e vuhez pinvidikaat ar yezh, hep klask implijout re a nevez-c'herioù, o sevel skridoù lennegezh, kelennadurezh ha studiadennoù yezh ivez. Un den asur eus e yezh e oa. Ur skrivagner pervezh ivez, ne laoske netra drochet, bastrouilhet pe c'hraet dreist penn-biz. Resis-tre e oa e zoare skrivañ. Paotr ar brezhoneg kaer e oa, skrivañ a rae e brezhoneg evel n'eus ket bet kalz oc'h ober. Evit ar braz eus an dud, ez eo Yeun ar Gow unan eus ar gwellañ skrivagnerien breizhat ha brezhoneger a zo bet.

Levrioù Yeun ar Gow[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E oberennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E droidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet int bet diwar ar galleg moarvat. Hag evit Abrobin diwar ur skrid gallek skañvaet evit ar yaouankizoù.

Pennadoù kazetennerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Al laer dienn, Gwalarn, niv 98, 1937, p20
  • Ur skrivagner brezhonek dianvez : an Aotrou Moal, Gwalarn, Niverenn 136-137, 1941, p392
  • Sorserezh beleg. Sav, Niverenn 11, 1938, p17
  • Gerioù brezhoneg bev nebeut anavezet, War-zu ar pal, niverenn 1, 1938, p22
  • Enezenn Iz goueledet er mor, a-gevret gant Y. an Diberder, SAV (kelaouenn) niverenn 19, 1941, p. 9-42
  • Geriou brezoneg beo nebeut anavezet gant ar Skrivagnerien, SAV (kelaouenn) niverenn 19, 1941, p. 55
  • Al levited nevez, Barr-Heol, niverenn 44, 1965, p55
  • Tenzor al laeron-Vor, Feiz ha Breiz, 1937[1]
  • Yun ar C'halvez, Arvor, niverenn 55, 1942, p4
  • Nedeleg Berc'hed, Breizh, niverenn 63, 1962, p1
  • Kil rouanez Bro-Iwerzhon, Al Liamm, niverenn 49, 1955, p33
  • Emgann an Tregont, Bleun-Brug, niverenn 39-40, 1951, p17
  • Ar c'hoari bazh-dotu, Stur, niverenn 9, 1937, p47
  • Les formes impersonnelles en breton (Quelques exemples dans le parler de Pleyben), Annales de Bretagne niv. 70, 1963

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, 432 p..
  • Ur pennad kazetennerezh er gelaouenn «Breiz», niverenn .

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]