Wiener Neustadt

Eus Wikipedia
Wiener Neustadt

Skoed-ardamez Wiener Neustadt
Skoed-ardamez Wiener Neustadt

Riez Aostria
Rannvro / Stad kevredet Aostria-Izel
Kod post 2700
Kod pellgomz (43) 2622
Maer (Bürgermeister) Bernhard Müller (sokialour)
Gorread 60.96 km²
Hed 16° 15' R
Led 47° 49 N
Uhelder 265 m
Poblañs hep kontoù doubl 39 208 (2001)
Stankter 643.2/km²

Kartenn lec'hiañ Wiener Neustadt
Kartenn lec'hiañ Wiener Neustadt

Wiener Neustadt (hungareg: Bécsi Újváros, latin: Civitas Nova Viennensis) a zo ur gêr e gevred Aostria-Izel. Diazezet e voe e 1194 gant an dug Leopold V Babenberg, eus Tiegezh Babenberg, gant an arc'hant en doa tennet eus e brizoniad Richarzh Kalon-Leon, roue Bro-Saoz, evit e zieubiñ.

Etre 1487 ha 1490 e oa Wiener Neustadt perzh eus Hungaria. E 1786 e voe distrujet gant ur c'hren-douar hag adsavet en doare barok.

E 1944 e voe distrujet adarre, gant bombezennoù saoz hag amerikan ar wezh-mañ. E fin an Eil Brezel-bed ne chomas nemet 18 ti en o sav diwar an 3 000 a oa bet.

Tud vrudet a Wiener Neustadt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Wiener Neustadt gant ar c'hêrioù-mañ:

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]