Gwener he melezour

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Venus with a Mirror)
Gwener he melezour
Tizian, 1555
Eoullivadur war lien
124 × 104 cm
National Gallery of Art
Washington, D.C.
SUA

Gwener he melezour (italianeg : Venere allo specchio ; saozneg : Venus with a Mirror) zo un daolenn graet gant Tizian war-dro 1555 hag a zo bremañ er National Gallery of Art e Washington, DC.

Meur a daolenn a reas an arzour diwar-benn Gwener, met honnezh eo an hini gentañ, a greder, hag an hini nemeti graet gantañ penn-da-benn, hep harp eiler ebet. En e di e chomas a-hed e vuhez, betek e varv e 1576[1].

An daolenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emzalc'h Gwener amañ a denn kenañ da hini an delwennoù klasel, Venus de' Medici e Firenze pe Venus Capitolina e Roma, a c'hallje bezañ bet gwelet gant Tizian pa skrivas en doa "desket diwar ar vein kozh." Ur meulgan d'ar gened e vije an oberenn, pe ur flemmgan d'ar fougaserezh.

Eiladennoù zo bet graet gant arzourien all e-leizh, evel Peter Paul Rubens hag Anthony van Dyck.[1]

Levezonoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arzourien levezonet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant an daolenn-mañ eo bet levezonet Peter Paul Rubens ha Diego Velázquez.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Humfrey, Peter : Titien – Tout l'oeuvre peint, Ludion, 2007 (ISBN 978-90-5544-689-6)
  • (ru) Ilyin, Nikolaz & Semonova, Natalia : Проданные сокровища России (Prodannye sokrovishcha Rossii), Trilisnik Publishers, Moskov, 2000 (ISBN 978-5-89480-027-1)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Peter Humfrey (2007), p. 322.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.