Venus Victrix (Canova)

Eus Wikipedia
Venus Victrix, gant Antonio Canova.

'Pauline Bonaparte evel Venus Victrix' zo un delwenn d'ar briñsez Pauline Bonaparte (Maria Paoletta Buonaparte hec'h anv gwirion), hanter noazh hag en he hanter gourvez, graet gant ar c'hizeller italian Antonio Canova. Savet eo an oberenn hervez ar c'hiz roman kozh pa veze poltredet tud evel pa vijent doueed, ha maouezed war o gwele. Urzhiet e oa bet gant Camillo Borghese, pried ar briñsez, ha breur-kaer da Napoleone Buonaparte, ha graet e voe an oberenn e Roma etre 1805 ha 1808, war-lerc'h an eured. Kaset e voe an delwenn da di g-Camillo, da Dorino, ha da Genova goude. Ne erruas er Galleria Borghese e Roma nemet war-dro 1838.

An delwenn eus a-drek.

Poltredoù noazh a oa divoas, hag ar maouezed a renk uhel a veze gwisket un tamm bennak dalc'hmat da guzhat pezh oa ret. Kaoz zo bet, hag a zo c'hoazh, da c'houzout ha noazh e oa Paolina dirak ar c'hizeller, rak ar penn hepken a seblant gwirion (un tamm kaeraet koulskoude), met ar bruched noazh zo stummet hervez patromoù boas ar gened en doare klasel-nevez. Pa voe goulennet diganti penaos he devoa graet evit en em ziskouez ken diwisk e respontas, hervez ar vrud, e oa ur fornigell er stal-labour ha gant-se n'he devoa ket anoued. Kement-se a c'hallfe bezañ bet ijinet diwezhatoc'h, pe embannet ganti mann nemet evit ar blijadur da lakaat ar gwalldeodoù da vont en-dro[1].

Delwenn ha mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En he dorn kleiz ez eus un aval, abalamour da vojenn trec'h Afrodite en afer barnadenn Paris ma oa an aval da vont gant an doueez vravañ. Alese e teu anv an delwenn, Venus Victrix, Afrodite trec'hourez er gevezadeg gant an doueezed all war ar Menez Ida . Mennet e oa pried ar briñsez Paolina da rentañ enor da gened e wreg, brudet da vezañ unan eus kenedusañ maouezedhec'h amzer.

Er sal m'emañ an delwenn warwel, er Galleria Borghese, ez eus un terest ma weler barnidigezh Paris livet gant Domenico de Angelis en 1779, awenet gant un uhelvos brudet eus ar Villa Medici.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Majanlahti, Anthony (2005). The Families Who Made Rome. London : Chatto & Windus. ISBN 0701176873. , pajenn 205


Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]