Velai

Eus Wikipedia
Skoed ardamez Velai

Velai (okitaneg; Velay e galleg) zo ur vro istorel eus Okitania, en Torosad Kreiz. Ur vro okitanek eo hag e-pad pell eo bet staget ouzh proviñs Lengadok.

Dont a ra anv ar vro eus hini ur bobl c'halian, ar Vellavi. Lo Puèi de Velai (Le Puy-en-Velay hervez ar galleg), eo kêr-benn ar vroig-se, ha Sinjau eo ar gêr vras all.

Da vare an Dispac'h Gall ez eas Velai d'ober an departamant Haute-Loire, an darn vrasañ anezhañ gant an div drederenn eus al lodenn reter. Velai n'emañ ket e rannvro istorel Arvern met staget eo bet ouzh ar rannvro velestradurel Arvern.

Sede pelec'h emañ Velai, er rannvro Arvern, en traoñ a-zehoù.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]