Vefa de Bellaing

Eus Wikipedia

Vefa de Bellaing pe Genovefa de Bellaing, bet ganet Geneviève Charbonnier de Sireuil e Karaez d'an 19 a viz Gwengolo 1909 hag aet da Anaon e Gwengamp d'ar 16 a viz Ebrel 1998, a oa un emsaverez vreton hag he devoa pledet kalz gant buhez ar brezhoneg. En abeg d'an emouestl dizehan er yezh he devoa diskouezet he buhez-pad e oa bet deroet Kolier an Erminig dezhi da-geñver al lid bet dalc'het e Roazhon e 1988.

Krouet e oa bet ur c'helc'h keltiek ganti e 1938 a-raok reiñ dorn d'ar vreudeur Herri ha Ronan Kaouisin da sevel ar gelaouenn skeudennaouet O lo lê evit ar re yaouank e 1940. E 1947, a-gevret gant Ronan Huon ha Zavier Langleiz, he devoa savet Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion a renas-hi e-pad ouzhpenn pemp bloaz warn-ugent. Ur vrezhonegerez a-vihanik ne oa ket ha deskiñ a reas brezhoneg dre gentelioù dre lizher Skol Ober : goude bezañ bet kelennerez a-youl vat enni ez eas da renerez ar gevredigezh-mañ da-heul Marc'harid Gourlaouen. Ganti e oa bet savet Oaled Abherve e Sant-Brieg e 1962.

Levraouegerez diouzh he micher, bet e oa bet sekretourez ar gevredigezh Kuzul ar Brezhoneg ivez koulz ha hini Priz Langleiz.

Sot e oa gant al lennegezh, ha roet he devoa fiñv d'he fluenn ivez, koulz e galleg hag e brezhoneg, dindan hec'h anv pe anvioù-pluenn, evel Soaz Kervahe pa skrive e brezhoneg, pe Herve Huiban evit ar gelaouenn Armor Magazine.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Estreget al lennegezh a oa Vefa de Bellaing ran ganti, peogwir e oa ur songarourez hep he far ivez (seniñ a rae ar violin alto). Kroget ganti e 1985 e savas, e galleg, un Dictionnaire des compositeurs de musique de Bretagne hag a oa aet e-maez e miz Meurzh 1992. Skrivet he devoa dreist-holl e-barzh ar gelaouenn Al Liamm an oberennoù liesseurt da-heul :

Danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel, en niverenn 141 (Gouere-Eost 1970)
An Alumetez, en niverenn 143 (Du-Kerzu 1970)
Ar peskig ruz, en niverenn 178 (Gwengolo-Here 1976)
Kontadenn evit Meurlarjez, en niverenn 224-225 (Mae-Eost 1984)
Planedenn miz Kerzu, en niverenn 227 (Du-Kerzu 1984)

Eñvorennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Va-unan e-tal d'ar mor, en niverenn 88 (Gwengolo-Here 1961)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù, en niverenn 125 (Du-Kerzu 1967)

Prezegenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deiz-ha-bloaz Marc'harid Gourlaouen (1908-1988), en niverenn 248-249 (Mae-Eost 1988)

Studioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennegezh bro-Japan, en niverenn 86 (Mae-Mezheven 1961)
Paol Ladmirault, en niverenn 116 (Mae-Mezheven 1966)
Ul levr nevez gant Ronan Huon : An irin glas, en niverenn 116 (Mae-Mezheven 1966)
Ar beder flac'h roet dezho Priz Nobel al Lennegezh, en niverenn 122 (Mae-Mezheven 1967)
Samuel Beckett, en niverenn 137 (Du-Kerzu 1969)
Penaos renkañ levrioù ha pennadoù, en niverenn 166-167 (Gwengolo-Kerzu 1974)
Paol Ladmirault, en niverenn 194 (Mae-Mezheven 1979)
Paol ar Flemm, en niverenn 205 (Meurzh-Ebrel 1981)
Testeni, en niverenn 213 (Gouere-Eost 1982)
Jean Sibelius, en niverenn 229 (Meurzh-Ebrel 1985)
Ar barzh persat 'Umar Khayyam, en niverenn 257 (Du-Kerzu 1989)
Yann Langlais, en niverenn 266 (Mae-Eost 1991)