Triglav

Eus Wikipedia
Ar menez Triglav, gwelet eus ar reter

Ar menez Triglav (distaget [ˈtɾiːɡlau̯] e sloveneg) zo ur menez eus an Alpoù ha menez uhelañ Slovenia, gant 2 864 metr uhelder. Emañ e gwalarn ar vro, tost da harzoù Aostria hag Italia.

Unan eus arouezioù ar vro eo deuet da vezañ ; skeudennet eo war banniel Slovenia, da skouer. "Tri fenn" eo ster an anv e sloveneg, abalamour d'an tri c'hern a ya da ober ar menez.

E 1778 e oa bet tud o krapat betek ar beg anezhañ, tri den eus ar c'horn hag ur mezeg aostrian, war atiz ur mondian aostrian, Sigmund Zois. Aet eo ar skorneg a oa en nec'h anezhañ da get. Ur park natur, Park Broadel Triglav (Triglavski Narodni Park e sloveneg), zo en-dro d'ar menez, war ur gorread a 840 km².