Trentemoult

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Tier e Trentemoult.

Trentemoult, hiziv ur c'harter eus Reudied e Naoned Meurgêr, a oa ur gêriadennig pesketaerien ha martoloded, war ribl kleiz ar stêr Liger, e departamant Liger-Atlantel e Breizh.

E-pad kantvedoù e oa pesketaerien o chom eno, ha ivez ofiserien ar verdeadurezh kenwerzh.

Hiziv an deiz eo brudet an tier pesketaerien ha kabitened, livek o zalbennoù, kinklet a-wechoù en un doare dibar.

Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E porzh Trentemoult e oa bet enrollet un nebeud darvoudoù diavaez eus ar film Le Bateau à soupe gant ar filmaozour gall Maurice Gleize e 1946.

Dont a reas ar filmaozer Jean-Loup Hubert da dreiñ La Reine blanche gant an aktourez Catherine Deneuve e 1990. Aspadennoù kinklerezh ar film a chome c'hoazh e 2009. Troet e voe La Demoiselle d'honneur gant Claude Chabrol ivez, e 2005.

Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bus: linenn 30, linenn 36, linenn 97

Navibus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Navibus: linenn 1.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]