Traoñienn Aran

Eus Wikipedia
  • Ur bajenn Aran zo ivez.
Banniel Traoñienn Aran

Traoñienn Aran (Val d'Aran anv ofisiel okitanek, Vall d'Aran e katalaneg) zo un draoñienn eus ar Pireneoù a zo stag ouzh Spagn, e korn gwalarn Katalonia ar C'hreisteiz. E-kreiz aradennad ar Pireneoù emañ ha drezi e tremen ar stêr Garona. Unan eus traoñiennoù uhelañ ar Pireneoù eo (un drederenn eus an tolead zo a-us da 2.000 metr a-us ar mor), ha bez’ eo an tamm nemetañ eus Katalonia ar C'hreisteiz zo war kostez hanternoz ar menezioù-se, da lavaret eo al lodenn nemetañ eus Katalonia a red he dourioù war-zu an hanternoz ha war-zu ar Mor Atlantel. Troc’het eo diouzh ar peurrest eus stad Spagn gant menezioù uhel ha n’int treuzet nemet gant daou hent : un ode war an uhel hag un tunnel dindan torosennad ar Maladeta. Toullet e voe un tunnel kentañ dindan renad Franco, e 1948, hag e 2007 e oa bet digoret unan nevez en e lec’h. An ode a vez stanket alies gant an erc'h e-pad ar goañv. Abalamour da se eo bet diaes e-pad pell an darempredoù etre an draoñienn ha kreisteiz ar Pireneoù. Aesoc’hik e oa al liammoù gant an hanternoz, pa ne oa nemet diskenn a-hed ar stêr Garona da ober.

Unan eus komarkoù Katalonia eo, kelc’hiet gant stad Frañs en hanternoz, Aragon er mervent, ha comarques katalan Alta Ribagorça ha Pallars Sobirà er c’hreisteiz hag er reter. Poblet e oa an draoñienn gant 9.960 a annezidi e 2015. Vielha eo kêr-benn an tolead.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Traoñienn Aran e vez kaozeet ur rannyezh eus an okitaneg a reer araneg anezhi. Un doare gwaskoneg eo, gant e zoare-skrivañ dezhañ. Yezh ofisiel an draoñienn eo an okitaneg, asambles gant ar c’hatalaneg hag ar spagnoleg. Holl anvioù-lec’h ar vro vihan zo en okitaneg hepken war ar panelloù (da skouer Vielha ha n’eo ket Viella evel ma vije skrivet e katalaneg hag e spagnoleg). Kelennet e vez araneg en holl skolioù abaoe 1984.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Grennamzer e oa stag parrezioù Traoñienn Aran ouzh eskopti Sent Bertran de Comenge, zo ur gêr un tamm pelloc’h en hanternoz ha bremañ er Stad C’hall. Ul lodenn eus an eskopti-se e chomas an draoñienn betek 1802. Met er Grennamzer ivez e oa an draoñienn e dalc’h aotrouien eus an diavaez, a-bep-eil konted Bigorra, konted Comenge, konted eus Katalonia pe rouaned Aragon. Meur a wech e voe staget ouzh kurunenn Aragon (e 1067, e 1312...). E 1512 e voe adstaget da vat ouzh rouantelezh Aragon, a oa neuze un tamm eus rouantelezh nevez Spagn.

Aloubet e voe an draoñienn gant ar C’hallaoued etre 1808 ha 1815 hag un tamm eus an departamant Haute-Garonne e voe neuze (arondisamant Sent Gaudenç).

E dibenn renad Francisco Franco e voe adsavet ensavadurioù emren an draoñienn. D’ar 26 a viz Gouere 1979 en em vodas dilennidi ha pennadurezhioù ar vro da grouiñ ar Bodad evit adsevel ensavadurioù istorel Traoñienn Aran.

Kuzul meur Aran (anvet Conselh Generau d'Aran en araneg) eo ar c’huzul dilennet karget da ren aferioù an draoñienn. Savet e oa bet e 1991 ha 13 ezel zo ennañ. Abaoe 1991 e vez lidet Devezh ar vro, bep bloaz, d'ar 17 a viz Mezheven, e koun an dilennadeg kentañ a oa bet evit ar c'huzul-se d'ar 17 a viz Mezheven er bloavezh-se.

Hiziv an deiz eo deuet an touristerezh da vezañ ur gennad a bouez bras e buhez an draoñienn.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Une vallée frontière dans le Grand Siècle. Le Val d'Aran entre deux monarchies, Patrice Poujade, PyréGraph, 1998, ISBN 2-908723-24-7.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]