Toussaint Rallier du Baty

Eus Wikipedia
Toussaint-François Rallier du Baty

Toussaint-François Rallier du Baty a oa bet ganet e Roazhon d’ar 1 a viz Eost 1665.

E 1695 en devoa paeet e garg a vaer Kêr-Roazhon. Pa oa bet skarzhet an ofis-mañ e 1717 e oa bet dilennet da brokulor-sindig hag adkemer a reas e garg a vaer d’ar 1 a viz Genver betek 1724. Skarzhet e ofis adarre e oa bet addilennet da brokulor-sindig ha da vaer c’hoazh betek e varv. E-pad e respetad an hini eo en devoa tarzhet Tan-gwall bras Roazhon e 1720 (23-29 a viz Kerzu).

Aet e oa bet da Anaon d’ar 25 a viz Meurzh 1734 e Roazhon. Dalc’het e oa bet e obidoù war un ton bras abalamour d’an emroüsted en devoa diskouezet d’e velestridi a-hed 39 bloavezh e garg (ar prantad hirañ evit ur maer e Roazhon). Roet e oa bet e anv d’ur blasenn ha d’ur straed e Roazhon.