Torquato Tasso

Eus Wikipedia
Torquato Tasso

Torquato Tasso, pe Il Tasso (1544 – 1595) a oa ur barzh italianek, ganet e Sorrento, brudet gant e varzhoneg La Gerusalemme liberata (Jeruzalem Dieubet) 1580, diwar-benn Jeruzalem tennet a-dre daouarn ar Sarasined.

Mab e oa d'ar barzh Bernardo Tasso (1493 – 1569).


E 1565 e voe galvet gant Dug Ferrara, Alfonso II. Gant ar c'hardinal ez eas da Vro-C'hall e 1571 ma voe degemeret gant ar roue Charlez IX.

Pa zistroas da Ferrara e 1573 e lakaas c'hoari ur pezh, l'Aminte. En 1575 ec'h echuas e La Gerusalemme liberata, ar meurgan a chom e bennoberenn.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]