Tibor Sekelj

Eus Wikipedia
Tibor Sekelj e 1983

Tibor Sekelj (anvet a-wechoù Székely Tibor hervez an doare hungarek ; ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1912 e Spišská Sobota en Aostria-Hungaria, marvet d'an 20 a viz Gwengolo 1988 e Subotica, Voivodina, Yougoslavia) a oa kazetenner, ergerzher, skrivagner, gwiraour, hag ur c'heodedour eus ar bed e embanne bezañ. Ergerzhet a reas meur a lec'h dre ar bed, e Suamerika, Azia hag Afrika. Met ouzhpenn anavezout an natur er broioù-se, evel ma rae ergerzherien all, e klaske anavezout ha kompren an dud hag o ene.

Ouzhpenn an hungareg, e yezh-vamm, hag ar serbeg-ha-kroateg e oa gouest da gomz alamaneg, spagnoleg, saozneg, galleg, esperanteg ha tammoù eus meur a yezh all. Hervezañ e-unan en doa desket 25 yezh ha disklêriañ a rae e oa gouest c'hoazh da gaozeal 9 anezho.

Sevel a reas meur a levr (romantoù, levrioù-beaj, arnodskridoù) en esperanteg. E 1986 e voe dilennet da ezel en Akademiezh an Esperanteg ha da ezel a enor en Universala Esperanto-Asocio. E 2011 e embannas ar strollad Eŭropa Esperanto-Unio e oa ar bloavezh 2012 "La Jaro de Tibor Sekelj" (bloavezh Tibor Sekelj), kant vloaz goude e c'hanedigezh.