Teodorig Veur

Eus Wikipedia
Teodorig Veur
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhOstrogothic Kingdom Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den𐌸𐌹𐌿𐌳𐌰𐍂𐌴𐌹𐌺𐍃 𐍃𐌰 𐌼𐌹𐌺𐌹𐌻𐌰, Þiudareiks sa Mikila Kemmañ
Anv-bihanTheodoric Kemmañ
Titl noblañsRoue Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Mae 454 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCarnuntum Kemmañ
Deiziad ar marv30 Eos 526 Kemmañ
Lec'h ar marvRavenna Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Lec'h douaridigezhMausoleum of Theodoric Kemmañ
TadTheodemir Kemmañ
MammEreleuva Kemmañ
Breur pe c'hoarAmalafrida Kemmañ
PriedAudofledis Kemmañ
BugelAmalasunta, Teodegonda, Ostrogotho Kemmañ
FamilhAmali dynasty Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgoteg, latin Kemmañ
Michermonark, penndiern Kemmañ
Lec'h labourOstrogothic Kingdom, Italia Kemmañ
Strollad etnekOstrogoted Kemmañ
RelijionArianegezh Kemmañ
Perzhiad eDeposition of Romulus Augustulus Kemmañ
Prantadlate antiquity, Low Roman Empire Kemmañ

Teodorig Veur (pe Flāvius Theodoricus en latin, Θευδερίχος en gregach, Thierry a-wechoù en galleg) a oa roue an Ostrogoted er Vvet kantved, hag an illurañ eus rouaned ar bobl-se.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa war-dro 454. Desavet e voe e Kergustentin, rak kemeret e oa bet evel den-gouestl gant galloud roman ar reter.

Dilennet e voe da roue war an Ostrogoted e 474. War c'houlenn Zenon, impalaer roman ar reter, ez eas Teodorig hag an Ostrogoted, e 488, da adkemer Italia, a oa bet aloubet gant pobloù german. E miz Meurzh 493 e voe kemeret Ravenna ganto ha gant Teodorig e-unan e voe lazhet ar penn german Odoaker (Audawakrs) en doa kemeret lec'h an impalaer roman diwezhañ, Romulus Augustus. Emanvet e voe Teodorig da b-princeps Romanus (penn ar Romaned) ha ren a reas e-lec'h an Impalaer war Italia, Sikilia, Dalmatia ha Pannonia. Er brezel-se e voe skoazellet an Ostrogoted moarvat gant ar Vizigoted, ar skourr all eus ar C'hoted.

Tachenn an Ostrogoted dindan ren Teodorig ar Bras

Adunanet e voe an div bobl e-pad ur pennadig er VIvet kantved, pa zeuas Teodorig Veur da vezañ, ouzhpenn roue an Ostrogoted, lezroue ar Vizigoted ivez e-doug un ugent vloaz bennak.

En Emgann Vouillé, e 507, e voe trec'het ar Vizigoted gant ar Franked. Aloubet e voe Akitania gant ar re-se hag en em astenn a reas o domani war-du ar c'hreisteiz, betek Toloza. Dont a reas Teodorig, da wareziñ douaroù all ar Vizigoted, evel lezroue e-lec'h roue ar Vizigoted, a oa e vab-bihan Alamarig. Septimania (Lengadok bremañ) hag ul lodenn vat eus Ledenez Iberia a dremenas dindan e c'halloud, e 511. Keit ha ma vevas Teodorig e voe unanet an holl C'hoted dindan e ren.

Dimezioù ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bravigoù vizigot

Ur serc'h en doe, anavezet evel N. Moesia, ganet en 463, marteze ur verc'h-vihan da Attila :

Pan intañvas ec'h addimezas Teodorig da Audofleda (469-535), merc'h da Childerig Iañ, c'hoar da Hlodwig Iañ war-dro 493. Bugale o doe :

  • Amalasunta (494-535)[5] a zimezas d'ar priñs amal Eutarig. Pa varvas he fried o doa ur mabig anvet Atalarig, a voe dibabet gant Teodorig evel pennhêr. Amalasunta, intañvezet e 522/523, a c'houarnas e-pad minorelezh Atalarig (adal 526), hag ac'h addimezas marteze da Teodahat (met war se n'eus ket emglev etre an istorourien), ha hennezh a grougas anezhi bloaz goude war un enezenn eus lenn Bolsena.

Gant e serc'h all Theodora, en doe ur verc'h :

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. C. W. Previté-Orton sCMH I, genealogy table 4, p. 132
  2. Thomas S. Burns, History of the Ostrogoths, p. 96-97
  3. Herwig Wolfram, Wolfram, 1997, figure 2. p. 24-25
  4. Herwig Wolfram, Wolfram, 1997, pg. 24, figure 2 ha Herwig Wolfram, Wolfram, 1979, pg. 203
  5. C. W. Previté-Orton sCMH I, pg. 132, genealogy table 4 et Thomas S. Burns, History of the Ostrogoths, pg. 96-97 ha Jordanes, Jordanes Getica, XIV-80.
  6. Paternal Ancestry oH. B. James, online, I Copyright (c) Homer Beers James 1996.