Teirgwern

Eus Wikipedia
An Duchesse Anne, ul lestr teirgwern gall.
Ar Grand Turk, ul lestr teirgwern saoz.

Un teirgwern zo ul lestr dre lien, teir gwern warnañ, hervez ar boaz a-raok marevezh al listri dre vurezh. E brezhoneg e roer an anv-se d'al listri diwar skouer ar galleg : e saozneg da skouer ne vez ket anvet al listri hervez niver o gwernioù.

Anvioù an teir gwern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ar staon betek ar penn a-dreñv

  • ar wern vizan
  • ar wern vras
  • ar wern volosk

Ouzhpenn-se e veze ur wern-veg, pe gwern-valouin, a-wechoù. Da neuze e oant listri pedergwern kentoc'h.

Meur a seurt teirgwernioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar gouelioù e oa:

  • an teirgwern gouelioù karrezek
  • an teirgwern gouelioù skouarnek,
    • a-wechoù ouzh ar wern volosk hepken
    • a-wechoù ouzh ar wern-volosk hag ar wern-vras, evel war al lestr Belem
    • a-wechoù ouzh an teir gwern

Geriadurouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teirgwernioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.