Tchetchenia

Eus Wikipedia
Tchetchenia e Kevread Rusia.

Tchetchenia, pe Tchetchnia (tchetcheneg: Нохчийчоь, Noxçiyçö; rusianeg: Чечня́, Tchetchnia), ent-ofisiel Republik Tchetchen, a zo ur Republik eus Norzh ar C'haokaz enframmet e Kevread Rusia. Anvet eo Itchkeria gant an disrannourien. Sölƶa-Ġala (Grozniy e rusianeg) eo ar gêr-benn. E 1991 e tisklêrias ar gouarnamant an dizalc'hiezh, ar pezh a zegasas brezel gant gouarnamant kreiz Moskov hag ar re a-du gantañ; ur brezel kentañ etre 1994 ha 1996 hag un eil etre 1999 ha 2000. Faezhet e voe ar gouarnamant disrannour er bloaz 2000.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.