Talmud

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ lodenn gentañ Talmud Babilon, gant evezhiadennioù Rachi ha Tosafot tro-dro.

An Talmud, pe Talmoud (תַּלְמוּד, talmūd) zo un destenn diazez er Yuzevegezh rabinek, dre m'eo mammenn bennañ al Lezenn yuzev (halakha) hag an doueelezh yuzev. Betek mare ar vodernelezh edo an Talmud e-kreiz buhez sevenadurel ar Yuzevien ha diazez ar preder yuzev e oa ivez.

Ar ger "Talmud" a dalvez d'ober anv da gentañ eus an aridennad skridoù anvet Talmud Babilon (Talmud Bavli), daoust ma'z eus un aridennad all koshoc'h anvet Talmud Jeruzalem (Talmud Yerushalmi). Lod zo kustum d'ober Shas (ש״ס) eus testennoù an Talmud, ur verradenn hebraek evit shisha sedarim, c'hwec'h urzh ar Mishna.

Daou dra zo en Talmud, ar Mishna (משנה), aozet en IIIe kantved, un dastumad prederioù rabinek diwar-benn an Torah dre gomz, hag ar Gemara (גמרא), aozet er VIvet kantved, un disklêriadenn eus ar Mishna ha skridoù tannaik all a zigor hentoù all war-zu sujedoù nevez. "Talmud" a c'hell bezañ evit ar Gemara nemetken pe evit ar Gemara hag ar Mishna asambles.

63 lodenn a ya d'ober an Talmud, skrivet en hebraeg michnaek pe en aramaeg babilonian yuzev, hag ennañ ez eus alioù ha soñjoù ur miliad bennak a rabined (adalek a-raok ar mare boutin betek ar Vvet kantved) diwar-benn sujedoù a bep seurt, lezenn, etik, prederouriezh, hengoun, istor, sevenadur bobl ha sujedoù all c'hoazh. Diazez al Lezenn yuzev eo an Talmud ha meneget e vez alies e lennegezh ar rabined.