Ta Mok

Eus Wikipedia

Ta Mok diouzh e anv-brezel ha Chhit Choeun diouzh e wir anv a oa bet ganet e 1926, ha d'an 21 Gouere 2006 e varvas.

Gant al luskad broadelour Khmer Issarak e stourmas a-enep ar C'hallaoued hag ar Japaniz er bloavezhioù 40. Da c'houde ez eas gant ar gomunisted.

E 1973 e kasas da benn ar skarzhadegoù kentañ e-touez ar Ghmered ruz. Unan eus ar re a zo kaoz eo bet distrujet Phnom Penh eo ha dekmiliadoù a dud a voe kaset er-maez abalamour dezhañ. "Ar c'higer" e voe e lesanv.

E 1997 ec'h aozas an itrikañ a-enep Pol Pot.

E 1999 e voe harzet e Thailand.