Sébastien Roch (romant)

Eus Wikipedia
H.-G. Ibels, 1906

Ur romant droukrañsus, hag emvuhezel tamm-pe-damm, eo Sébastien Roch, bet skrivet gant Octave Mirbeau, skrivagner gall (1848-1917), hag embannet er gazetenn L'Écho de Paris da gentañ, hag e 1890 e ti Charpentier. Ne reas ket berzh evit doare.

Ar romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoarvezout a ra an darvoudoù e skolaj ar Jezuisted, Sant-Frañsez-Zavier, e Gwened, ma'z eo taolennet penaos e voe muntret ene ur bugel gant ur jezuist lemm e spered, an Tad de Kern, ul lorber avat, hag ur gwaller anezhañ.

Kuitaat ar skolaj a reas Mirbeau e 1863, ur miz bennak hepken a-raok fin ar bloavezh-skol, evit abegoù amsklaer : notennoù fall, doareoù disuj... Daoust ha palforset e vije bet e-unan gant e vestr-studi ? Daoust ha treuzwiskañ e vuhezad dindan stumm ur romant ne raje ken, e kreizig-kreiz ar sach-blev etre an tu gwenn hag an tu lik, kement ha divrudañ gwelloc’h ar Jezuisted, anezho, e Bro-C’hall e dibenn an XIXvet kantved, ur stroll-pouezañ, doujet e levezon, na oa ket splann nag e dech d'ar vodernouriezh nag e asant d’ur republik a oa bresk c’hoazh ?

En danevell profedus-mañ e spurmanter emsavadenn un danvez-anarkour ouzh ur gevredigezh troet da lazhañ an hiniennoù, ouzh ar familh hag ar skol da gentañ-penn.

Gant kêr Wened hag he skolaj Jezuisted Sant-Frañsez-Zavier e voe Octave Mirbeau louc’het-don e spered, ha gloazet dibare marteze a-walc’h, evit brasañ gloar... al lennegezh.

Adembannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]