Suharto

Eus Wikipedia
Poltred ofisiel Suharto

Hadji Muhammad Suharto pe Soeharto (8 a viz Mezheven 1921 - 27 a viz Genver 2008) a oa ur jeneral hag ur politiker eus Indonezia, prezidant e vro etre 1967 ha 1998.

Jeneral e oa Suharto pa voe kemeret ar galloud gant arme Indonezia e 1965, goude ur meni taol-stad gant Strollad Kommunourien Indonezia, a-hervez, a-enep ar prezidant Sukarno. Gant an arme e voe lazhet ur bern tud, komunourien ha tud kontet da vezañ a-du ganto[1]. Kemer lec'h Sukarno a reas Suharto neuze : adalek 1966 e voe e penn ar gouarnamant, hag adalek 1967 e voe e penn ar stad. Dont a reas da vezañ prezidant, en un doare ofisiel, d'ar 27 a viz Meurzh 1968. Ren a reas war ar vro betek 1998, evel un diktatour.

Goude manifestadegoù studierien e rankas kuitaat e bost d'an 21 a viz Mae 1998. Kemeret e voe e lec’h gant ar prezidant Bacharuddin Jusuf Habibie.

Goude dibenn e brezidantelezh e voe kaset dirak al lez-varn, er bloavezh 2000. Tamallet e voe dezhañ bezañ bogodet 571 milion a zollaroù, kemeret e kefioù ar stad. Paouezet e voe gant ar prosez avat, abalamour d’e oad ha d’e yec’hed. E vab hag e lez-vreur a voe kaset dirak al lezioù-barn ivez evit abegoù heñvel, met kastizoù dister a voe roet dezho. Mervel a reas Suharto en ospital Jakarta d’ar 27 a viz Genver 2008.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Indonésie 1965, mémoire de l’impunité, Le Monde diplomatique, Kerzu 2015, p. 11

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.