Strollad Komunour (Marksour-Leninour) Panama

Eus Wikipedia

Strollad Komunour (Marksour-Leninour) Panama (e spagnoleg: Partido Comunista (marxista-leninista) de Panamá: PC(ml)P) zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet e Panamá e 1980 gant un toullad izili eus Talbenn Sokialour al Labourerion (Marksour-Leninour) (Frente Obrero Marxista-leninista: FOS(ml)).

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 7vet hag en 8{{vet]] Kuzuliadegoù).

Embannet e veze gant ar Strollad ar gelaouenn Nueva Democracía ("Demokratelezh Nevez") etre 1980-2001.