Steve McQueen (aktour)

Eus Wikipedia
Steve McQueen

Terrence Steven "Steve" McQueen (ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1930 e Beech Grove en Indiana e Stadoù-Unanet ha marvet d'ar 7 a viz Du 1980 e Ciudad Juárez e Mec'hiko) oa un aktour Amerikan, e lesanv oa The King of Cool. Bez' e oa ivez produktour sinema, bleinier karr-tan ha bleinier moto. Bez' en deus bet un anvadur evit un Academy Award evit e roll e-barzh The Sand Pebbles.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab pennhêr e oa, n'en deus ket anavezet e dad en doa laosket e vamm war-lec'h e c'hanedigezh. Savet e voe gant e eontr e Slater e Missouri. Pa voe daouzek vloaz ec'h eas da vevañ gant e vamm da Los Angeles. Abred e kuitaas ar skol hag e lakaas e anv er Marines e 1947 lec'h ma voe mekanisian. E 1952 e studias en Actors Studio eus New York hag ober a reas e grog kentañ e Broadway e 1955, er pezh-c'hoari A Hatful of Rain.

E 1956 e kemeras perzh en e film kentañ, Somebody Up There Likes Me gant Robert Wise. Se a vo penn kentañ ur respet sinema a raio dioutañ unan eus an aktourion vrudetañ eus e remziad. E-touez e filmoù brudetañ emañ: The Magnificent Seven, The Great Escape, Bullitt ha Papillon.


Brudet eo bet evit bezañ c'hoariet tudenn Joss Randall, un hemolc'her torfedourien gant e winchester berraet he c'hanol, er stirad amerikan Wanted : Dead or Alive sevenaet gant Thomas Carr. 94 rann a 26 munutenn a zo bet skignet war ar rouedad skinwel CBS etre ar 6 a viz Gwengolo 1958 hag an 29 a viz Meurzh 1961. Skignet eo bet e Frañs adalek ar 25 a viz Mae 1963 dindan an titl a Au nom de la loi.