Stan Lee

Eus Wikipedia
Stan Lee
Stan Lee
Stan Lee e 2007
Anv ofisiel Stanley Martin Lieber
Anv pluenn Stan Lee
Obererezh senarioour, embanner, pennskrivagner, produer, aktor
Ganedigezh 28 a viz Kerzu 1922
e New York
Marv 12 a viz Du 2018
Los Angeles
Yezh skrivañ saozneg
Enorioù Comics Hall of Fame
Oberennoù pennañ
Spider-Man, Fantastic Four, X-Men, Avengers, Hulk, Iron Man, Thor, Daredevil, Doctor Strange

Sinadur

Stan Lee (Stanley Martin Lieber eus e wir anv, New York d'an 28 a viz Kerzu 1922, Los Angeles d'an 12 a viz Du 2018) zo ur senarioour hag ur rener embannadur stadunanat mil anavezet. E anv a zo kevredet da vat gant an ti-embann Marvel Comics.

Krouet en deus Lee, e kenlabourerezh gant senariourien all, da skouer Jack Kirby pe Steve Ditko evit ar re anavezetañ, meur a c'hourharoz hag a zo evit ar brasañ anezho re vrudetañ Marvel Comics ( Spider-Man, Fantastic Four, X-Men, Iron Man, Hulk, Thor, Daredevil pe c'hoazh The Avengers). A-drugarez d'ar bennvad savet gant e dudennoù, tremenet eo Marvel Comics eus ur gevredigezh embann bihan d'ur strollad industriel multimedia bras-meurbet.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e kêr New-York, e Manhattan en ur familh embroet, kroget en deus Lee da labourat evit un embanner anvet Martin Goodman hag e gevredigezh Timely Comics pa eo c'hoazh dindan-oad. Embannet eo e oberenn gentañ (ur pennad-skrid) er gazetenn Captain America #3 e miz Mae 1941. Aze eo e implij ar wech gentañ e anv-bluenn Stan Lee. Buan a-walc'h e teu Lee da vezañ ur senarioour gwir, ha da 17 vloaz e teu da vezañ ar rener embannadur yaouankañ e industriezh ar c'h-comic. Servijout a ra àr-lerc'h Lee e-barzh an United States Army e-pad an Eil Brezel-bed, adalek 1942. Labourat a ra er Servijoù-Kemenn, skrivañ a ra dornlevrioù, tresañ pe skrivañ luganioù, pe c'hoazh sevel filmoù. Ur wech distro d'ar vuhez normal, e 1945, e tistro e Timely Comics, ha kenderc'hel a rea da skrivañ bannoù-treset. Eurediñ a ras d'ar 5 a viz Kerzu 1947 gant Joan Clayton Boocock, ha prenañ a reont un ti e New York.

E-kreiz ar bloavezhioù 1950 e skriv Lee istorioù eus rummadoù disheñvel an eil diouzh ar re all, evel romantelezh, western, fent, faltazi, istorioù ar Grennamzer, spont ha suspent. Met a-raok fin an dekvloiziadeg-se, e tisplij e labour dezhañ ha divizout a ra chom a-sav. E fin ar bloavezhioù 1950 ec'h adsav an embanner Julius Schwartz, embanner e ti DC Comics, mojenn Flash, hag ivez diwezhatoc'h The Justice League of America. Evel respont d'an ti-embann kentc'hoantegezh-mañ, an embanner Martin Goodman a c'houlenn gant Lee sevel ur skipailh gourharozed nevez. Heuliañ a ra Lee kuzulioù e wreg, he deuslavaret dezhañ n'en deus netra da goll, rak c'hoant cheñch labour zo gantañ.

Gourharozed nevez Lee a zo disheñvel mik diouzh ar c'hourharozed all hag int evit ar muiañ anezho tud dispar, peurvat, ha savet dreist-holl evit bout lennet gant ar vro-krennarded. Ar c'hourharozed krouet gantañ a zo tudennoù gant kudennoù bredoniezh, imorioù displijus pe c'hoazh kudennoù argant. Da lavaret eo, tudennoù ma c'hell al lennerien en em anavezout enno.

Ar strollad gourharozed kentañ krouet gant Stan Lee ha Jack Kirby a zo The Fantastic Four. Ur bennvad eo ar gazetenn-se, ha buan e rank Lee ha treserion Marvel krouiñ ur bern titloù nevez. Gant Kirby evit kregiñ, e krou Lee Hulk, Iron Man, Thor ha The X-Men ; gant Bill Everett, Daredevil ha gant Steve Ditko, Doctor Strange ha gourharoz pennañ Marvel, Spider-Man. Gantañ eo ijinet ivez ar mod produiñ ar c'homics anavezet hiziv an deiz gant an anv Stil Marvel : o labourat gant tresourion ampart, ne lavar dezho nemet ar pep pouezusañ eus an istor, al linennoù bras eus an istor da dresañ. D'ar mare-se, eo ret d'an treser sevel an niver a bajennadoù rediet da dizhout evit ar gazetenn, hag ur wech echu ec'h ouzhpenn Lee ar c'homzoù. En un doare disheñvel, an dreserion a zo kensenariourien ar c'homic treset ganto. Kalz kemmoù a zegas Lee e bed ar gourharozed, evit krouiñ an istorioù modern a vez bremañ hiziv an deiz.

Er bloavezhioù 1970 e teu da vezañ penn brasañ Marvel Industries, met pouez al labour a laka anezhañ da chom a-sav. Skrivañ a ra Comic-strip Spider-Man tro-dro 1970, hag e grouidigezh diwezhañ eo Miss Hulk e 1979. e bloavezhioù diwezhañ e vuhez e labour Lee evit DC Comics, kevezer brasañ Marvel Comics, o skrivañ senariooù ar c'h-Comics Just imagine, èl lec'h e adijin harozed brasañ DC gant ar memes doareoù o deus graet e bennvad e ti Marvel d'ar c'houlz amzer bras.

Stan Lee er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer gwelout Stan Lee e holl filmoù Marvel pe stiradoù liammet ouzh gourharozed.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]