Spetsnaz

Eus Wikipedia

Spetsnaz (rusianeg: спецназ; IPA: [spʲɪt͜s'nas]), berradur da Войска специального назначения, Voyska spetsialnogo naznacheniya distaget [vɐjsˈka spʲɪt͡sɨˈalʲnəvə nəznɐˈt͜ɕenʲɪjə] (brezhoneg: Nerzhioù amkan ispisial pe unvezhioù soudard amkan ispisial) a vez un termenadur hollek evit an nerzhioù ispisial rusian hag a vez implijet e meur a stad abaoe diskar an URSS.

Diskenn a reont diouzh dalc'hidi Ilya Starinov, ur soudard kevarouez an tarverezh e-pad Brezel Spagn. Kalz unvezioù spetsnaz a zo krouet e-pad an Eil Brezel Bed, en o zouez re an NKVD.

E-pad an URSS, an termenadur Spetnaz a oa implijet evit termeniñ unvezioù soudard arbennikaet dindan urzhioù ar servij spiañ milourel GRU (Spetsnaz GRU). Hiziv e Rusia ez eus strolladoù spetsnaz all, re an FSB, re Ministrerezh an Diabarzh, re ar polis, re Ministrerezh ar Justis. Servij a ra ivez an termenadur evit deskrivañ unvezhioù amkan ispisial ministrerezhioù all goude fin an URSS er broioù bet en unvaniezh dre ma z'eo o nerzhioù evit ul lod bras un hêrez deus ar mare-se. Ar 5vet brigadenn Spetsnaz Belarusian pe an Alpha group eus nerzhioù surentez Ukraina a zo div skouer anat eus nerzhioù Spetnaz nann rusian.