Souverenist

Eus Wikipedia

Un ger gallek eo hag a glot gant ul luskad politikel a ya a-du gant Europa ar Broadoù, ha n'eo ket hini ar rannvroioù, e-lec'h ma vefe doujet ouzh diforc'hioù hag emrenerezh pep bro. A-wechoù e plij d'ar souverenourien-se bezañ anvet eurorealourien da enebiñ ouzh ar gevrededourien europat hag a blijfe dezho gwelout Europa o tent da vezañ ur gengevredad. Plijout a ra dezhe bezañ lesanvet euroskeptikourien ivez. Alies e c'heller lavarout e vezont broadelourien strizh hag e Bro-C'hall evit ur vro unvan. Enep un Europa gant galloud hag ivez a-enep da rannvroioù kreñv. Souverenour a vez un den e Bro-C'hall pa zifenn mennozhioù tud evel Jean-Pierre Chevènement, Philippe de Viliers pe Jean-Marie Le Pen.