Sourd boutin

Eus Wikipedia
Sourd boutin


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Amphibia
Urzhad : Caudata
Kerentiad : Salamandridae
Genad : Salamandra
Anv skiantel
Salamandra salamandra
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar sourd boutin (Salamandra salamandra) a zo un divelfenneg lostek a vev en Europa.

Perzhioù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Vioù a ra ar sourded, evel an naered: bevvic'hanerien int kar digloriñ a ra ar vioù kerkent ha lakaet en dour.

Al loened-se a c'hall bezañ 20 santimetr hir.

War o c'hein hag o c'hostezioù ez eus takadoù pe merkoù melen. Div linenn zidroc'h pe zidroc'hoc'h a vez en un doare dizingal eus ar penn betek al lost.

Kavet e vez ar sourded boutin e pep lec'h e kornaoueg Europa, nemet e bro Iwerzhon, Island, Skandinavia hag e Breizh-Veur.

Bevañ a reont dreist-holl e koadoù gwez deliaouek met ivez dindan gwez pin pe sapr hag e-kichen ar gwazhioù. Ar sourded a blij dezho fiñval pa vez dous ha gleb an nozvezhioù. Loened didrouz ha gorrek int. War an deiz e chomont kuzh dindan ur penskoad, dindan an douar.

Gorrekoc'h c'hoazh e vez o buhez e-pad ar goañv. Ar sourded a c'hell kaout re vihan forzh pegoulz. Pa'z a ar vioù da larvenned, e vezont lakaet en dour betek 4 pe 6 miz.

Brudet eo ar sourded evit bezañ marlonk : debriñ a reont buzhug, melc'hwed hag amprevaned.

Loened gwarezet eo ar sourded.

Tiriad ar sourd boutin