Sonerezh Breizh

Eus Wikipedia

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.


Sonerezh Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar sevenadur keltiek en deus awenet sonerien Breizh. Ober a reont berzh er-maez eus Breizh, dreist holl abaoe 1972 pa oa krog ar sonerezh da yaouankaat gant strolladoù nevez ( Ar re yaouank, Alan Stivell … ) o kas war-raok ar sonerezh. Levezon ar broioù estren evel ar broioù keltieg all o deus pinvidikaet hengoun ar vro.

Istor ar sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad pell, sonerezh Breizh a oa dispartiet etre teir lodenn ar sonerezh evit ar festoù hag evit dañsal (Kann-ha-Diskan, heuliadoù dañs), sonerezh dous (meuleudioù, gwerzioù, ha kanaouennoù martolod) ha sonerezh ar relijion (kantikoù brezhoneg). Ar sonerezh ha zo merket gant ar lec’hioù (Parroz, Keriadenn, Bro Fañch, Bro Sizun, Bro Fisel …), hag ivez gant ar rannadennoù yezh e Breizh Uhel (e-lec’h ma ‘vez komzet gallo) ha Breizh Izel (e lec’h ma vez komzet brezhoneg). O tigreskiñ abaoe ar 1añ Brezel Bed, ar sonerezh a zo oc'h en em adnevezañ en eilvet lodenn eus an XXvet kantved. Etrezek an traoù nevez-mañ ez eus tu zo menegiñ :

• Krouidigezh ar bagadoù goude ar brezel

• Penn kentañ ar c’hanaouennoù stourm (Glenmor)

• Adkaset eo an delenn geltieg gant Alan Cochevelou (anvet diwezhatoc’h Alan Stivell),

• Implijet e vez binjivi a ne oa ket anavezet gant ar sonerien : binioù bras Bro Skos, gitar klev

• Lieskementadur an eskemmoù sonerezh gant ar broioù keltieg estren (Iwerzhon, Bro Skos, Bro Gembre ha Bro Kerne), hag a oa krog dija en XIXvet kantvet

• Krouidigezh embregerezhioù ispisialiset e-barzh dastumadeg ar sonerezh hag ar c'hanaouennoù hengounel (Dastum), e-barzh ar c’hanañ (Kan ar Bobl), ar sonnerezh-benveg (BAS pe "Bodadeg ar Sonerion") pe an dañs (Kendalc'h ha War 'l leur)

• Ar c’hentañ festoù-noz e salioù, festoù aozet diouzh noz evit dañsal dansoù hengounel.

Adalek 1965 en em ziorro ar muzik oc'h en em zisklaeriañ breizhat hag alies stourmerek (Alan Stivell e-penn 1añ, hag er bloavezhioù 70, Tri Yann, Gilles Servat ha reoù all c’hoaz) cheñch a reont temmoù kozh evit kas da benn traoù nevezoc’h ha d’ar chiz (implijet ‘vez gitar elektrek, ha binviji perku da skouer), mesk a reont sonnerezh disheñvel ha n’ho deus ket aon da kompozisiñ traoù-nevez ( da skouer [Ar re Yaouank]), o kavout gwelloc’h brasaat ha liesaat ar sonnerezh. Ar mouvamant muzik a zo skoazellet gant meur a festoù-noz aozet un tamm e-pep lec’h e Breizh.

Sonerezh Hengounel ha Sonerezh Klasel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar binviji arouezus ([biniou], bombard) implijet er sonerezh a ziskenn eus familh an oboelloù. E-barzh kalz a vroioù ha rannvroioù, Ar binviji dre aer hengounel a zo bet implijet e-plas an oboelloù a-raok mont da get nemet ar vombard a zreistbevas e Breizh, setu perak e cheñch sonerezh Breizh eus ar reoù all.

Goude bezañ bet tost da vont da get e kreizh an XXvet kantved o deus adkoumeret lañs ar c'houpladoù (bombard ha biniou kozh) ; dedenniñ a reas ar festou noz ha c’henstrivadegoù sonerien kalz a genstriverien hag arvesterien. E-pad ar bloavezhioù 1970 e vez graet kalz dastumadegoù meuleudioù, gwerzioù ha dañsoù. Kalz a donioù ha sonioù a zo bet savetaet gant sikour embregerezhioù evel [SKV] (krouet gant Georges Epinette) ha Dastum.

Hiziv an deiz o deus en em ledaet ar skeuliad reizh dre vrasadur an toniaoueg (strolladoù graet gant binviji liesseurt hag a implij ar binviji elektronek, enrolladennoù er studio hag all). Met memestra ez eus sonerien evel (Denez Prigent, Yann Fañch Kemener, Erik Marchand, Ar Vreudeur Morvan, Marsel Gwilhouz) a chom staget d’ar skeuliad direizh. Ouzhpenn e chom stag ouzh ar skeuliad mañ ar sonerien festoù-noz. Alies ez int dianavezet er-maez eus ar vro.

Sonerezh Breizh Modern[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa ‘vez komzet eus sonerezh modern a Vreizh ez eo an anv kentañ a zeu en em soñj hini Alan Stivell. Daoù vennozh ‘zo d’an dra-mañ : pouezuster e oberoù hag e vrud. Memes ma ne oa ket an hini kentañ o adimplijout ar sonerezh hengounel a Vreizh (cf. labour ar bagadoù a-raozañ – ha gantañ -) en deus modernekaet Alan Stivell ar sonerezh breizhat ha keltiek a-grenn en ur treuzkas binviji modern (gitar elektrek, gitar boud, hag all hag all). Ouzhpenn da-se, implijet n’eus evit ar wech 1añ doareoù modern ha micherel evit ma vije anavezet ha treuzkaset e sonerezh, er bed a-bezh, en ur kregiñ gant arvesterien breizh, a na anavezen ket pe a vije serret d’ar sonerezh. Strolladoù all oc'h implijout an doare "rock" hag a zo deuet da vezañ anavezet er-maez eus Breizh a zo : Tri Yann, Stone Age, EV, Krêposuk, Armens, Merzhin,Matmatah,Tri Bleiz Die, Ar re Yaouank, Sonerien Du hag all. Strolladoù a implij ivez an elektronek abaoe pell evel ar c’haner Denez Prigent. E-pad ar bloavezhioù 90 ec'h erruas an hip-hop breizhat gant Manau. Hag e-pad ar bloavezhioù 2000 ez eus oberourien-sonerien nevez o tont war-well, evel Dom DufF ha Nolwenn Korbell, ha war lerc’h Gwennyn. Da ouzhpennañ a vez lod sonerien o vont gant hent sonerezh Breizh evel Yann Tiersen hag e wreg Tiny Feet.

Ar Binviji[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Soñjet e vez diouzhtu d'ar c’houpladoù bombard/binioù pa vez soñjet da sonerezh Breizh. Memes ma ‘z eo ar binviji-se brudet, dreist-holl e Breizh-Izel, ne vez ket implijet nemeto. Gwechall a oa implijet an delenn ivez, dreist-holl gant duked Breizh. Met n'he deus ket leusket kalz a roudoù goude mare an duked. E-penn kentañ ar bloavezhioù 1950 e labouras Alan Stivell hag e dad Georges Cochevelou, heuliet gant reoù all, evit ma vije addigaset er vro. Anavezet eo hiziv an deiz dindan anv an delenn geltieg. E-pad an XIXvet kantved e oa bet treuzgaset e Breizh an accordeoñs diatonek hag an dreujenn-gaol. Plijet e veze an dud gant an ton chalerus eus an dreujenn-gaol ha dre ma c’helle kemer plas an diskan e-barzh ar c'han ha diskan. Binviji all a zo bet hag a zo c’hoazh implijet : ar beuz, ar biell, ar violoñs, an treujenn-gaol, Fleüt Iwerzhon hag an Dulsimer. N’eus ket pell gitar, hag a oa implijet e-penn kentañ evit heuliañ kanaouennoù (cf. Glenmor) hag implijet war lerc’h evit an dañsoù, er fin e vez implijet gant tud evel Dan Ar Braz, Soïg Sibéril, Jean-Charles Guichen pe Nicolas Quéméner evit c’hoari e-unan.

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]