Skoazell:Liammoù etrewiki

Eus Wikipedia

E traoñ bann kleiz pajenn ur pennad e c'haller gwelet, dre vras, ur roll "yezhoù all". Liammoù (adkasoù) war-eeun int etrezek pajennoù heñvel er yezhoù all int, graet e vez liammoù etrewiki anezhe. Ur benveg a-zoare int. Gallout a reer evel-se, gwelet penaos int bet savet er yezhoù all, treiñ diwarne diouzh ezhomm, tapout skeudennoù ha taolennoù enne, h.a... War ar marc'had, er yezhoù all, e vo gwelet evel-se meneg eus ar ger "brezhoneg" er roll, ar pezh a zo un tamm bruderezh evit hor yezh.

Penaos degas ul liamm etrewiki[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mar savit ur pennad e vo dav deoc'h lakaat al liammoù etrewiki-se. Lakaet e vezont e Wikidata, hag ur wech enrollet e teuint war-wel e traoñ ar bann kleiz.

N'eus nemet klikañ war « Ouzhpennañ liammoù » pe « Kemmañ al liammoù » (evit cheñch anezho ma'z eus liammoù dija), ha goude e vo goulennet ar yezh ha lakaat titl ar pennad er yezh-se, ha krouet e vo al liamm.