Skeulenn gromatek

Eus Wikipedia

Ur skeulenn gromatek a c'hall bout nep skeulenn gant div hantertonenn diouzh renk enni. Met ar skeulenn gromatek e vez kaoz deuzouti ordin eo hini an 12 hantertonenn eus skeulenn demperet ar C'hornôg : da lavaret eo an holl notennoù piano, du pe gwenn. Nep skeulenn all eus muzik ar C'hornôg zo un is-teskad eus ar skeulenn-se.

An term "kromatek" a vez implijet ivez gant muzisianed pa vez graet gant notennoù ha n'int ket e-barzh skeulenn normal ar pennad-muzik.