Sifaks

Eus Wikipedia

Sifaks pe Syphax ( 150 - 202 kent JK) (e tifinagh: ⵙⵢⴼⴰⴽⵙ) a oa roue Numidia ar c'hornôg, ha Siga e gêrbenn (hiziv Aïn Témouchent en Aljeria), eus 213 betek 202 kent JK.

E-pad an eil brezel punek ez eas a-du gant ar Romaned da gentañ, a-enep Gaia, roue Numidia ar reter, hag e vab Massinissa, o doa graet emglev gant Kartada.

Pa varvas Gaia e aloubas e vro hag e timezas gant Sofonisba, merc'h Hasdrubal Gisco, jeneral armeoù Kartada, ha treiñ a reas Massinissa a-du gant Roma.

Trec'het e voe Sifaks ha prizoniet en 203 kent JK gant ar jeneral Gaius Laelius, gant skoazell Massinissa, e-tal Cirta (hiziv Constantine). Kaset e voe da Roma gant ar jeneral roman Scipio, ha mervel a reas eno en 202 pe 203 kent JK.
E vab Vermina a gemeras war e lerc'h, diwezhañ roue ar massaesyles a-raok unvanidigezh Numidia gant Massinissa.

C'hoariganoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz a c'hoariganoù italianek zo bet savet diwar-benn Sifaks, hag un toullad anezhe zo bet graet diwar skrid Pietro Metastasio, gant tonioù disheñvel.

C'hoariganoù arall zo:

Anv-badez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Siface eo an anv en italianeg, un anv-badez eo deuet da vezañ, brudet dre an opera hag al lennegezh, gwelout ar pennad Sofonisba.