Shoot them Up

Eus Wikipedia

Shoot 'em Up ("tenn da ziskar anezho"), berraet e STUP alies, a reer eus un doare c'hoari video ma ranker mestroniañ un dudenn, ur c'harr-nij brezel pe ul egorlestr. Hemañ a c'hall tennout bili-bann (bolodoù, bannoù lazer, taolioù flamm...). War en dro e vez ret dezhañ diwall ag ar bili-bann taolet gant an enebourien. Fiñval a ra ar skeudenn pe eus un tu kleiz betek an tu dehoù, pe eus an traoñ betek an nec'h.

Meur a hini zo brudet-tre.

Space Invaders

Ar C'hoari kentañ en doare STUP eo Space Invaders. Ar goulaouioù n'int ket dreist met evit ar c'houlz e oa un dispac'h.

Raiden

AR STUP! Piv, amañ, n'en deus ket c'hoariet gañtañ goude ar skol ? Piv n'en deus ket dilezet un emgav amourus evit redek betek an davarn dostañ a-benn dispign 2 lur gant ar c'hoari-mañ ? Er bloavezhioù 1990 e oa hogozik ur c'hoari Raiden e pep tavarn.

Gynoug
Super Star Soldier
Thunderforce III

Ar STUP brudetañ war Megadrive. Pa voe bet embannet e voe bet sebezennet ar gwask stlenn. E c'hrafikoù, e son, e c'hoarider o deus lakaet anezhañ da vezañ e penn ar STUPoù war ar megadrive...betek... Thunder Force IV

Thunder Force IV

Marteze ar c'hoari gwellañ war ar megadrive. Gwelloc'h war pep poent war Thunderforce III ha war pep Shoot'em up a oa bet war ar Super Nintendo (ar gonsolenn all a oa er bloavezhioù 9190). Spritoù ha spritoù a-leiz. Emgelc'hioù disheñvel mik eus ur bed betek unan all. Dezerzh, skorneg, egor didermen, emgann a-enep ul lestr-egor ramzel, kavioù, e-kreiz un emgann-egor. Pevar diwezh disheñvel ha bep ur sonerezh dezho.

Darius
Super Air Carrier
R-Type
Gigawing
Radiant Silvergun
DoDonPachi II
Truxton
Galaga
Dragnblz
Dragon Breed
Chopper
1941, 1942, 1943 1944, 1945, 19XX
Progear
Zerowing
Thunder
Sonic Wing 3
Hellfire
Forgotten Worlds
Flower