Serf

Eus Wikipedia

Serf (c. 500c. 583), Servanus e latin ha diwar-se Servan e galleg, a oa ur sant brezhon eus an Hanternoz kozh.
Martezeañ a c'haller, diwar e anv, e oa sklav a orin, marteze gant ar Romaned, pe e oa roman a ouenn, met n'eus netra sur ha n'ouzer ket nemeur a dra diwar e benn. Pegoulz e veve n'eo ket re sur ivez, dislavaroù zo hervez ar mojennoù.
Avielañ a reas kornôg Fife ha sevel un abati e Cuileann Ros. Abostol Inizi Orc'h a vez lavaret anezhañ, met n'eo ket gwirheñvel hervez an istorourien.
Lidet e vez d'ar 1añ a viz Gouhere.

Mojennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sant Serf en divije diazezet iliz Culross.

Hervez David Hugh Farmer n'eus nemet diwirheñvelderioù en e vojenn[1]. Mab e oa da Eliud, roue Kenaan, ha d'e wreg Alphia, merc'h roue Arabia. Divugel e voent pellamzer, met a-benn ar fin o devoe daou vab, ha Serf an eil anezhe. Mont a reas ar paotr da Roma, ha ken santel e oa e vrud ma voe anvet da bab. Seizh vloaz e chomas eno.

Dilezel a reas e garg, ha beajiñ dre C'halia hag Enez Vreizh kent degouezhout e Bro-Skos (ha ne oa ket anezhi c'hoazh). Neuze en em gavas gant Adomnán Iona, abad Iona, a ziskouezas dezhañ un enezenn e Loch Leven (anvet St Serf's Inch diwezhatoc'h )[2]. D'an ampoent e vije bet an enezenn e-barzh rouantelezh pikt Fib (Fife). Serf a savas ur prioldi, anvet St Serf's Inch Priory en enezenn, ma chomas seizh vloaz.

Lec'h kreiz e labour a oa Cuileann Ros, a vije bet savet gant ar sant e-unan. E Dunning, e Strathearn, en dije lazhet un aerouant.

Serf ha Mungo[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Serf a vije bet kempred gant Mungo, anavezetoc'h e Breizh evel Kentigern, met n'hall ket bezañ bevet neuze en amzer Adomnán.

Hervez ar vojenn e oa ur briñsez vrezhon Theneva (pe Thenaw) a oa bet brazezet a-raok dimeziñ, hag a oa bet taolet eus lein un tornaod. Ne voe ket lazhet avat. Kavout a reas ur vag o tont d'hec'h arbenn. Ha hi sevel e-barzh. Hag evel-se e treizhas ar Firth of Forth da aochañ e Cuileann Ros ma voe graet war he zro gant Sant Serf, a voe tad-mager he mab Kentigern.

Hervez ur vojenn all e oa bet lazhet boc'hruzig Serf gant bugale fall, evit ma vije tamallet da Gentigern. Hag ar paotrig da reiñ buhez en-dro d'al loen kaezh.

Lec'hanvadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stag eo e anv ivez ouzh iliz Saint Mungo's Church e-kichen Simonburn, e Northumberland.

Marteze eo liammet ivez ouzh Lanserf e Goueloù ; hervez La Chanson d'Aiquin ez eo stag ivez ouzh Sant-Servan e Bro-Sant-Maloù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. "Legend is a farrago of wild impossibilities." David Hugh Farmer, The Oxford Dictionary of Saints (Oxford: Clarendon Press, 1978), 354.
  2. Simon Taylor, "Seventh-century Iona Abbots in Scottish Places", in Dauvit Broun and Thomas Owen Clancy (eds) Spes Scotorum: Hope of Scots. Saint Columba, Iona and Scotland (Edinburgh: T & T Clark, 1999), p. 66. This tradition would place Serf's floruit in the late 7th century.