Scrivia

Eus Wikipedia
Red ar stêr Scrivia.

Ar Scrivia (pe Scrèivia e ligureg) zo ur froud hag a red dre Liguria, Piemonte ha Lombardia en hanternoz Italia. C'hoarvezout a ra eus kember div froud, al Laccio hag ar Pentema, a ziskenn eus ar menez Prelà, en Appennino Ligure, ha kemberiñ er Po war e lez dehoù. 88 km zo etre an daou gember. Met ma konter ivez hed al Laccio e sav da 117 km.