Rouantelezh Breizh

Eus Wikipedia

Rouantelezh Breizh zo ur rouantelezh savet e Breizh gant Nevenoe en IXvet kantved hag a badas betek an Xvet kantved.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Morvan Lez-Breizh (750 ? - 818)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwioñvarc'h (822-825)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nevenoe (845-851)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 845 e voe krouet rouantelezh kentañ Breizh gant Nevenoe, pa oa bet trec’h lu ar Vretoned war Charlez ar Moal, roue Frankia, en emgann Ballon, ur gêriadenn nepell diouzh Redon, hiziv en Il-ha-Gwilen.

Erispoe (851-857)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 851 e voe trec’h lu ar roue Erispoe, ur mab da Nevenoe, ur wech c’hoazh, war lu ar roue Karl Voal en emgann Yenglenn. Rak-se ez anavezas Karl Voal e voe trec’h ar Vretoned warnañ ha dizalc’h e teuas Breizh da vezañ.

D’ar mare-se e voe staget Bro-Naoned ha Bro-Roazhon ouzh rouantelezh Breizh.

Salaun (857-874)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwezhatoc'h e voe aloubet toleadoù Coutances hag Avranches (Normandi a hiziv) gant ar roue Salaun. Gant ar roue-se eo e voe rouantelezh Breizh en he brasañ. Ar Vikinged, siwazh d’ar Vretoned, a aloubas Stad unanet kentañ Breizh e 913.

Gurwant ha Paskwezhen (874-876)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezekael (876 - 888)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Alan Iañ (888 - 907)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gourmaelon (908 - 913)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fin ar rouantelezh : Alan Barvek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hogen distreiñ a reas Alan Barvek, ur mab-bihan da roue diwezhañ Breizh, gant skoazell roue Bro-Saoz Athelstan of Wessex, da Vreizh ha trec’h e oa war ar Vikinged e 937.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]