Rory Gallagher

Eus Wikipedia
Rory e 1982

Rory Gallagher (distagadur LFE: [ˈrɔriː ˈgæləhər]), ganet d'an 2 a viz Meurzh 1948 e Béal Átha Seanaidh (Iwerzhon), ha marvet e Londrez d'ar 17 a viz Mezheven 1995 d'an oad a 47 vloaz, zo ur c'haner, ur sonaozer hag ur soner iwerzhonat blues-rock donezonet kaer. Brudet-kenañ eo evit e zoare da seniñ ar gitar tredan. Kaner ha soner gitar ar strollad blues/rock Taste e oa e fin ar bloavezhioù 60. Lavaret a rae Jimi Hendrix e c'hoarie gwelloc'h egetañ.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ma oa ganet ez eas e dud da Derry, e Iwerzhon an hanternoz, ma kreskas gant e vreur bihan Dónal. Abred a-walc'h e tizoloas ar jazz hag ar blues dre selaou abadennoù skingomz a-drugarez d'ur stign eus an US Navy na oa ket gwall bell. E 1956 ez eas kuit ar C'hallagherien eus Derry a-gaoz d'ar reuz a oa d'ar mare-se e hanternoz ar vro hag ez ejont da Cork. Eno eo en devoe e venveg kentañ : ur ukulele mezell. Ar bloaz war-lerc'h, e 1957, e voe profet ur gitar stenel dezhañ gant e dud hag e krogas da zeskiñ seniñ e-unan penn d'an oad a 9 bloaz. 3 bloaz war-lerc'h e c'hounezas ur genstrivadeg evit ar re donezonet yaouank e Cork. Gant an argant a c'hounezas e prenas e c'hitar tredan kentañ, a-raok prenañ e Fender Stratocaster e 1963. Mont da soner a-vicher a reas goude bezañ kuitaet ar skol pa voe 15 vloaz. Harmonika, saksofon ha mandolinenn a son ivez Rory Gallagher.

E strollad kentañ, ar « Fontana Show Band » e anv, ur strollad bal anezhañ, a reas gantañ sonadegoù a-leizh. Gant ar strollad Taste eo e krogas e remzad evit gwir, e 1966, pa voe distro da Cork. Da gomañs e oa Eric Kitteringham ouzh ar gitar boud ha Norman Damery ouzh ar benvegoù-skeiñ. Seniñ a rejont e Cork enta ma teujont da vezañ brudet a-walc'h kent mont da Hambourg e 1967. Bloaz war-lerc'h e sonjont e Bro-Saoz hag int ha dispartiañ : dezrevellet e vez o dije goulennet tud al label Polydor ma vije erlec'hiet Kitteringham ha Damery ouzh Richard McCracken ha John Wilson kent lerc'hwezañ ur bladenn evit ma vije un diazez gwelloc'h gant an taboulinoù hag ar gitar boud. Sonet e voe er Stadoù-Unanet hag e Bro-Ganada ganto neuze adalek 1969 gant Blind Faith hag e 1970 war Enez Wight da geñver " The Isle Of Wight Rock Festival " ma oa ivez The Doors, Jimi Hendrix, The Who ha strolladoù brudet all... D'ar mare-se e oa an darempredoù fall a-walc'h etre ar strollad hag e ardead a-gaoz d'an argant. Fin a voe dezhañ e miz Here 1970.

Rory Gallagher a zivizas 'ta kenderc'hel gant ar sonerezh hag en em lakaas da glask sonerion nevez evit sevel e strollad e deroù ar bloaz 1971. Evit c'hoari ar gitar boud e tibabas Gerry McAvoy ha ouzh an taboulinoù Wilgar Campbell, daou Iwerzhonad ivez a sone er strollad Deep Joy en doa digoret meur a wech sonadegoù Taste : gante o-daou e lerc'hwezo Gallagher e ziv bladenn gentañ, " Rory Gallagher " ha " Deuce " hag ur sonadeg : " Live in Europe ". E 1972, arur an tabouliner Wilgar Campbell a yeas kreñvoc'h-kreñvañ ha ne voe ket evit mont gant ar c'harr-nij ken, ar pezh a viras outañ a genderc'hel gant ar sonadegoù. Mont kuit eus ar strollad a reas neuze.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darn eus e bladennoù:


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.