Roperzh Teurgn

Eus Wikipedia
Roperzh Teurgn
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRobert le Fort Kemmañ
Anv-bihanRobert, Roberto Kemmañ
Titl noblañsmarkgraf of Neustria, count of Anjou, Count of Auxerre, count of Nevers, count of Blois, Châteaudun and Chartres Kemmañ
Deiziad ganedigezh9. century Kemmañ
Deiziad ar marv2 Gou 866, 866 Kemmañ
Lec'h ar marvBrissarthe Kemmañ
Abeg ar marvKilled in action Kemmañ
TadRobert III of Worms Kemmañ
MammWiltrud of Orleans Kemmañ
Breur pe c'hoarOdo I, Count of Troyes Kemmañ
PriedAdelheid van Tours Kemmañ
BugelOdo Iañ, roue ar Franked, Roperzh Iañ, Regilindis Kemmañ
KarAdelheid van Tours, Odo I, Count of Troyes, Adalhelm de Laon, Hugh the Abbot Kemmañ
FamilhRobertians Kemmañ
Micherfeudatory Kemmañ
BrezelBattle of Brissarthe Kemmañ

Roperzh Teurgn pe Roperzh Kreñv (pe Robert le Fort e galleg) a oa un uheliad hag ur brezelour frank, hendad dinastiezh ar Roperzhidi hag ar Gapesianed, ganet etre 815 hag 820, ha lazhet d'ar 15 a viz Gwengolo 866 en emgann Brissarthe, er Maine-et-Loire a hiziv.

Familh Roperzh a oa ur familh konted staliet etre Roen ha Meuse.

War-dro 840, da heul rannidigezh an impalaeriezh etre mibien Loeiz an Deol, e tibabas Roperzh mont d'en em staliañ da Neustria ha servijout Karl Voal, roue Frankia ar C'hornôg.

An titl a vMissus dominicus a oa gantañ war-dro 852-853, ha galloudoù bras dezhañ e broioù Maine, Teurgn hag Anjev.

Sevel a reas ouzh Karl Voal e 858, met ne badas ket pell e emsavadeg ha titlet e voe dug gant ar roue e 861. En em gavout a reas e penn ar vro etre Seine ha Liger ha stourm ouzh ar Vretoned hag an Normaned staliet en aber al Liger.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krediñ a reer e oa mab da Roperzh († 834), kont Oberrheingau ha Wormsgau, ha da Waldrade, c'hoar da Odo Orleañs.


Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus meneg istorel ebet eus pried Roperzh. Krediñ a reer e oa Adelaid, pe Adelais Elzas, pe ur vaouez kar dezhi, marteze merc'h dezhi.

Honnezh a oa anavezet ivez evel Adelaid Teurgn (war-dro 805 - † war-lerc'h 866), a oa merc'h da Huon Teurgn hag Elzas, lesanvet an Aonig. Dimezet e voe da gentañ war-dro 839, da g-Konrad Iañ Bourgogn.

Gant an eured-se e oa deuet Roperzh da vout breur-kaer d' an impalaer Lotar Iañ, dre ma oa dimezet gant Ermengard Teurgn, c'hoar Adelaid. [1].

N'eus forzh penaos e ouzer e oa tad da Odo Iañ ha Roperzh Iañ a voe roue ar Franked o-daou. Roperzh Iañ a oa tad-kozh Huon Capet. Dre-se e oa Roperzh Teurgn penn lignez ar Gapesianed.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pays de Loire et Aquitaine de Robert le Fort aux premiers Capétiens, actes du colloque scientifique international (Angers, septembre 1987), réunis et préparés par Olivier Guillot et Robert Favreau, in-8°, 266 pages, Société des antiquaires de l'Ouest, Poitiers, 1997 ; [Mémoires de la Société des antiquaires de l'Ouest et des musées de Poitiers, 5e sér., t.4].
  • Les Capétiens gant F. Menant, H. Martin, B. Merdrignac ha M. Chauvin, embannadur Perrin, 1999.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Patrom:Ref-Riché-Carolingiens, taolenn XIII