Rogaland

Eus Wikipedia
Pelec'h emañ Rogaland e Norvegia

Rogaland zo ur gontelezh e mervent Norvegia. En-dro dezhi emañ kontelezhioù Hordaland, Telemark, Aust-Agder ha Vest-Agder, hag ar mor. E miz Genver 2016 e oa 470 175 a dud o vevañ enni. En em astenn a ra war 9 376 km². Stavanger eo ar gêr-benn.

26 kumun zo e Rogaland, a zo rannet e pevar distrig hengounel, Ryfylke, Haugalandet, Jæren ha Dalane.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.