Robert E. Howard

Eus Wikipedia
Robert Ervin Howard
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRobert E. Howard Kemmañ
Anv ganedigezhRobert Ervin Howard Kemmañ
Anv-bihanRobert, Ervin Kemmañ
Anv-familhHoward Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Gen 1906 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPeaster Kemmañ
Deiziad ar marv11 Mez 1936 Kemmañ
Lec'h ar marvCross Plains Kemmañ
Doare mervelEmlazh Kemmañ
Lec'h douaridigezhGreenleaf Cemetery Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherskrivagner, romanter, senarioour(ez), skrivagner skiant-faltazi, barzh Kemmañ
Tachenn labourfaltazi Kemmañ
Bet war ar studi eHoward Payne University, Brownwood High School Kemmañ
Lec'h labourCross Plains Kemmañ
Deroù ar prantad labour1924 Kemmañ
Oberenn heverkThe Hour of the Dragon, Worms of the Earth, Pigeons from Hell Kemmañ
Tachennromant, Danevell Kemmañ
Levezonet gantH. Rider Haggard Kemmañ
E dibenn 1934

Ur skrivagner amerikan eo Robert Ervin Howard (22 a viz Genver 1906 e Peaster11 a viz Even 1936 e Cross Plains). Gwelet e vez outañ evel unan eus krouerien ar moliac’h (fantasy), evel J.R.R. Tolkien.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Robert Ervin Howard a zo bet ganet e Peaster (Texas) d’an 22 a viz Genver 1906. Isaac Mordecai Howard (e dad), hag a oa mezeg, a lakaas e familh da zilojañ meur a wech. Adalek miz Genver 1915 en em stalias ar familh Howard etre Brownwood hag Abilene, e kêriadennoù evel Cross Cut, Burkett. Ar familh en em stalias da vat e Cross Plains adalek 1919. Hervez kont e vefe bet Howard un den 2 vetrad uhelder dezhañ, ur bugel gwan hag a veze skoet gantañ, hag ur marc’heger ampart. Studiañ a reas e Cross Plains, hag e Brownwood, hag e paouezas gant e studioù e-kreiz e vloavezh kentañ er skol-veur. Pa voe yaounank c’hoazh e tiskouezas e oa dedennet gant ar sevel skridoù hag al lenn. Kalonekaet e voe gant e vamm, dizoloiñ a reas ar c’hazetennoù pulp, hag e stagas da vat da skrivañ adalek 1921.

E istor kentañ "Spear and Fang" a voe embannet er gelaouenn Weird Tales pa oa-eñ 19 vloaz. Goude un nebeud bloavezhioù diaes e teuas da vezañ brudet e 1928, pa voe embannet istorioù Solomon Kane, ha dreist-holl peogwir e teuas a-benn da werzhañ e istorioù, en o zouez rentaoù-kont krogadoù boks, da gelaouennoù all. Brudetoc’h e voe c’hoazh e 1930 a-drugarez da zanevelloù evel "Roueed an noz", "An den du", "Doueed Bal-Sagoth" hag un heuliad diwar-benn ar C’hroazadegoù. Kregiñ a reas ivez da genskrivañ gant Howard Phillips Lovecraft, hag e kendalc’has betek e varv. A-drugarez da grouidigezh Conan (e 1932) e chom brudet c'hoazh hiziv an deiz. Daoust d’ar pezh a c’haller klevout a-wechoù ne skrive ket Howard pa veze mezv, er c’hontrol e laboure e destennoù dizehan : bez ez eus c’hoazh miliadoù a bajennedoù brouilhoñs gouestlet da Gonan ha n’int ket bet embannet.

Paket e oa e vamm gant an droug-skevent abaoe pell, ha war ziskar ez eas he yec’hed er bloavezhioù 1930. War a seblant e voe diaes an darempredoù etre ar vamm hag he gwaz, neuze ez eo Robert a reas war he zro, rak pouezus-tre e oa e vamm evitañ. Labourat a rae Howard evit paeañ louzoù ar vamm padal ar gwaz a oa aet kuit. E 1934 e kejas Howard gant ur plac’h anvet Novalyne Price, hag a oa o paouez bezañ anvet da skolaerez e Cross Plains. O darempred a chomas a-sav da vat en nevez-amzer 1936. D’ar mare-se ez ae fall-tre yec’hed mamm Howard, hag anat e oa e oa-hi o vont da vervel. D’an 11 a viz Even 1936, pa voe kadarnaet da Robert Howard ne c’hellfe ket e vamm dihuniñ diouzh he c’homa, en em lazhas Howard en ur dennañ un tenn en e ividig, e-pad eizh eurvezh e voe war e drememvan. Ar vamm a varv an deiz war-lerc'h. Pell zo e oa kroget Howard da brederiañ war e emlazh (abaoe war-dro 1923), a-raok ma’z afe da fall yec’hed e vamm. Setu perak ne c’hall ket marv e vamm bezañ displegadenn nemeti e emlazh.

Gollo Weird Tales miz Eost 1928, Red Shadow ar c'hentañ istor gant Solomon Kane a zo warni.

An tudennoù pennañ ijinet gant Robert E. Howard[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Agnès de Chastillon (Maouez a Vro-C’hall, he zroioù-kaer a c’hoarvez da vare ar Grennamzer)
  • Bran Mak Morn (Penn-bras pikt a stourm a-enep an Impalaerezh roman, da vare kantvedoù kentañ hon oadvezh)
  • Cormac Mac Art (Morlaer a Iwerzhon, e droioù-kaer a c’hoarvez war-dro Vvet kantved hon oadvezh)
  • Conan ar Barbar pe Conan ar Simmerian
  • El Borak (Un Amerikan, e droioù-kaer a c’hoarvez er Reter-Nesañ, da vare lodenn gentañ an XXvet kantved)
  • Esau Cairn (Tudenn bennañ ur romant, Almuric e ditl, un doare evit Howard da enoriñ Edgar Rice Burroughs)
  • Kull (Roue atlant Valusia)
  • Solomon Kane (puritan saoz eus dibenn ar XVIvet kantved)
  • Sonya ar Ruz (Ur vaouez kevrinus a zo anezhi en un danevell nemetken : The Shadow of the vulture. An istor a c’hoarvez e Europa da vare ar XVIvet kantved)
  • Turlogh Dubh O'Brien (Brezelour iwerzhonat eus ar Grennamzer)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.