Republik Demokratel Kongo

Eus Wikipedia
République Démocratique du Congo
Repubilika ya Kongo ya Dimokalasi
Republiki ya Kongó Demokratiki
Repubilika ya Kongo Demokratika
Jamhuri ya Kidemokrasia ya Kongo
Ditunga dia Kongu wa Mungalaata

Republik Demokratel Kongo
Banniel Republik Demokratel Kongo skoed-ardamez Republik Demokratel Kongo
Banniel skoed-ardamez
Ger-stur : Justice – Paix – Travail  (Galleg)
"Justis – Peoc'h – Labour"
Kan broadel: Debout Congolais
Lec'hiadur Republik Demokratel Kongo
Lec'hiadur Republik Demokratel Kongo
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Kinshasa
4°24′S 15°24′E
Yezh(où) ofisiel galleg, lingala, kongoeg, swahileg, tshiluba 1
Gouarnamant Republik dambrezidantel
 - Prezidant Félix Tshisekedi
 - Kentañ ministr Jean-Michel Sama Lukonde
Gorread
 - Hollad 2.344.858 km² (12vet)
 - Dour (%) 3,3
Poblañs
 - istimadur 2007 63.655.000 ()
 - niveradeg 1984 29.916.800
 - Stankter 25/km² (179vet)
Moneiz Lur kongoat (CDF)
Gwerzhid-eur (UTC+1 da +2)
 - Hañv (Eur hañv) n'eus ket (UTC+1 da +2)
Kod kenrouedad 243
Kod pellgomz +.cd
1 Ar galleg eo yezh ofisiel ar stad hag ar 4 yezh all zo anavezet da yezhoù broadel.
Gwelit ivez ar bajenn disheñvelout Kongo

Republik Demokratel Kongo (anavezet ivez evel RD Kongo pe RDK, ha gwechall evel Kongo-Kinshasa ha goude-se Zair) zo ur vro vras e kreiz Afrika, an eil brasañ eus ar c'hevandir. Harzoù he deus gant Republik Kreizafrika en norzh ha gant Soudan ar Su er biz, gant Ouganda, Rwanda, Burundi ha Tanzania er reter, Zambia er su, Angola er mervent, ha Republik Kongo er c’hornôg. Un tammig digor he deus war ar Meurvor Atlantel, etre Angola er su hag enklozadur Kabinda en norzh, hag eno en em daol ar stêr Kongo er mor. Kinshasa eo ar gêr-benn.

Dont a ra an anv "Kongo" eus hini ar bobl Bakongo a vev e traoñ diazad ar stêr Kongo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perc’hennet e voe ar vro gant ar roue Leopold II eus Belgia, e dibenn an XIXvet kantved ha dont a reas da vezañ un drevadenn velgiat a veze graet Kongo velgiat anezhi. En amzer-hont e veze korvoet annezidi ar vro e mengleuzioù diamant hag e plantadegoù kaoutchoug, ha graet e veze outo en un doare vil. Etre 5 milion ha 15 milion a dud a vije marvet evel-se.

Dont a reas ar vro da vezañ dizalc’h e 1960, dindan an anv Republik Kongo betek ar 1añ a viz Eost 1964, pa voe advadezet Republik Demokratel Kongo (evit lakaat kemm gant ar vro amezek anvet Republik Kongo ivez (a-raok ar cheñchamant-se e veze graet gant Kongo-Kinshasa ha Kongo-Brazzaville evit lakaat kemm etrezo). E 1971 e voe cheñchet anv ar vro adarre, gant ar prezidant Mobutu Sese Seko, hag anvet e voe neuze Zair, diwar ar ger kongoek nzere pe nzadi, anv ar stêr, distreset gant Portugaliz. Goude ar brezel a gasas Mobutu d’an traoñ e 1997, e voe divadezet ar vro ur wech ouzhpenn, hag abaoe e vez graet Republik Demokratel Kongo anezhi.

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar yezhoù bantouek pennañ e Kongo.

War-dro 242 yezh a vez kaozeet e Republik Demokratel Kongo. En o zouez ez eus peder zo « yezhoù broadel » : ar c’hongoeg, al lingala, an tshiluba hag ar swahileg.

En amzer an trevadennerezh belgiat ha da vare diktatouriezh Mobutu e oa al lingala yezh an arme. Er bloavezhioù diwezhañ (abaoe an emsavadegoù a-enep Mobutu) e vez graet kalz gant ar swahileg en arme, dreist-holl e reter ar vro. Ar galleg eo ar yezh ofisiel nemeti, ur yezh ha n’eo hini pobl ebet er vro.

Pa oa Kongo un drevadenn velgiat e veze kelennet ar peder yezh vroadel er skolioù. Abalamour d’an dra-se e oa unan eus ar broioù nemeto en Afrika, en amzer an trevadennerezh, ma ouie an dud lenn ha skrivañ o yezh.

Proviñsoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Proviñsoù RDK

Rannet eo RDK e dek proviñs hag ur gêr (Kinshasa) :


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.