Priñselezh Capua

Eus Wikipedia
Stadoù e Campania war-dro ar bloaz 1000.

Priñselezh Capua (principato di Capua en italianeg) zo bet ur stad emren e kreisteiz Italia en IXvet kantved. Dre vras edo war zouar an Terra di Lavoro.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude kouezhet Impalaeriezh Roman ar C'hornôg e voe gwastet Capua gant Goted ha Vandaled, ma teuas da vout ur gontelezh e-barzh Dugelezh Benevento. Bec'h a savas en Dugelezh da gemer ar galloud, hag e 841 e voe lakaet Capua en arigrap gant Sarrazined, gopret gant Radelchis Iañ Benevento ha renet gant ar Berber Khalfun, Emir Bari. Distrujet e voe kêr, ma rankas an dud tec'hel.


Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]